Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Agenda -
Rakprenadenn oberenn diembann Vallée: betek an 12 a viz Eost
Frañsez Vallée a voulc'has, setu bremañ ouzhpenn kant vloaz 'zo, ul labour divent dastum gerioù ha troiennoù. A-drugarez d'e furchadennoù ha d'ur rouedad kenskriverien feal en deus strollet ha studiet
Par Cecilia Pierson pour Kuzul ar Brezhoneg le 25/07/14 16:32

Frañsez Vallée a voulc'has, setu bremañ ouzhpenn kant vloaz 'zo, ul labour divent dastum gerioù ha troiennoù. A-drugarez d'e furchadennoù ha d'ur rouedad kenskriverien feal en deus strollet ha studiet kantadoù a c'herioù rouez, dibaot ha talvoudus.

Treuzkas a ra dimp ur yezh vev ha pinvidik a veze graet ganti gant brezhonegerien ar vro e penn kentañ an XXvet kantved.

Al labour hep e bar ha prizius-se a zo bet graet a-hed degadoù a vloavezhioù. Ouzhpenn 3000 follennad dornskrivet a oa chomet war e lerc'h, diembann betek-henn hag a zeu er gouloù a-benn ar fin.

Diskouez a ra sklaer pegen pinvidik eo bet ar yezh ha pegen aes e veze lakaet, gant ijin, ar yezh da glotañ, gant an teknikoù modern hag ar vuhez pemdeziek, hep ankounac'haat ar fent hag an troioù-lavar niverus. Gouzout a rae Frañsez vallée pegen pouezus oa mirout dre skrid ar pezh a c'helle mont da get bep ma varve ar vrezhonegerien.

Pep hini a c'hello bremañ dizoloiñ pe addizoleiñ an teñzor-se, zoken en tu all da harzoù Treger ha Goueloù: yezhourien, klaskerien, studierien, konterien ha kement hini dedennet gant ar brezhoneg. Ouzhpenn dastum gerioù en deus keñveriet Frañsez vallée anezho ivez gant stummoù all e Breizh a-bezh hag a-wechoù gant ar c'hembraeg pe zoken ar c'herneveureg.

Rakprenañ al levr evit tennañ gounid eus :

- ur priz izeloc'h: 35¤ (+ 5¤ mizoù-kas) betek an 12 a viz Eost 2014, e-lec'h 42¤ (+ 7¤ mizoù-kas)

- moien 'zo dont da dapout al levr e burev Kuzul ar Brezhoneg evit gounid eus priz ar mizoù-kas

- anv ar rakprenerien a vo meneget el levr ma fell dezho

19 x 24,6 cm • 600 p. • ISBN 978-2-916835-57-0 • Gwriet, gourem, sined • Da zont er-maez e miz Gwengolo.

Muioc'h a ditouroù: www.brezhoneg.org/br/rakprenadenn-vallee

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 7) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons