A-drugarez d'ur c'henlabour etre kreizenn-stummañ Stumdi, hag hini ar Ponant (C.F.C.P, lec'hiet e Brest), e vo kinniget adal distro-skol 2014 un dibab studioù nevez evit al liseidi hag an dud deuet divyezhek :
3 B.T.S :
- merañ ur stal (B.T.S. M.U.C.)
- merañ en embregerezhioù (B.T.S. A.G.)
- Micher genwerzhourien (B.T.S. N.R.C.)
Ha 2 D.E.E.S (bachelouriezh + 3) :
- gwerzh dibab « e.commerce »
- merañ implijidi, dibab goproù
Perak kinnig dibaboù nevez goude ar bachelouriezh ?
Abaoe 20 bloaz eo boaz kreizenn-stummañ ar Ponant da ginnig seurt studioù. Dedennet bras gant brezhoneg en deus bet c'hoant e rener, Pierre-Yves Le Gall, kinnig ar yezh-mañ dre zibab. Eus e du, Stumdi, hag a glask bepred tostaat ouzh ezhommoù ar vrezhonegerien, o kinnig a bep seurt stummadurioù gant temoù (ouzhpenn ar stummadurioù hir), en doa klevet anv meur a wech ne oa ket kement se a zibaboù evit al liseidi divyezhek goude ar bachelouriezh (nemet ar skolioù-meur), m'o defe bet c'hoant deskiñ ur vicher, o kenderc'hel memestra da implijout ar brezhoneg, ha da bleustriñ gantañ da c'houde.
A-drugarez d'e servij-heñchañ, e oa bet merzet ivez e oa muioc'h-muiañ a c'houlennoù digant an implijidi, o klask war-lec'h implijidi divyezhek a bep seurt profil.
Peseurt statud a vo gant ar studierien ?
Degemeret e vint en un embregerezh, ur stal, dindan ur gevrat-labour micherelaat war daou vloaz : 2 zevezh er skol ha 3 devezh war al lec'h-labour, en holl 1100 eurvezh kentelioù.
Ha peseurt programm a vo kinniget e brezhoneg ?
105 eurvezh a vo kinniget d'ar studierien war an daou vloaz, da lavaret eo 15 devezh.
Goude bezañ gwiriet ha kreñvaet al live yezh (3 devezh), e vo rannet ar programm e daou brantad :
- bed an embregerezh/stal : bep devezh e vo gwelet un tem resis (pratikoù, gwerzh, kontoù...). Diouzh ar mintin, deskiñ ar c'heriaoueg, ha diouzh an abardaevezh, poelladennoù pleustrek
- tro-dro d'an embregerezh/stal : kejañ ouzh ar re a implij brezhonegerien. Bep devezh ober anaoudegezh gant un aozadur gouest da implijout ar studierien, pe gouest da genlabourat ganto (Ofis ar Brezhoneg, Produet e Breizh…)
A-raok pleustriñ war ar programm-mañ o deus an daou genlabourer kejet ouzh implijerien hag a labour e brezhoneg, pe a zo tost eus ar brezhoneg, ha prest da blantañ brezhoneg e-barzh o embregerezh/stal a-benn muzuliañ an ezhommoù gwir war tachenn-mañ-dachenn.
Un intrudu talvoudus evit dazont ar brezhoneg
E-giz ma lavar Malo Bouessel du Bourg, rener Produet e Breizh : « herder o deus bet an daou geveler
evit sevel ar raktres-mañ a sikouro da blantañ ar brezhoneg e bed al labour »
« talvoudus e vefe kemeret seurt intrudu » a ouzhpenn Fulup Jakez, rener Ofis publik ar brezhoneg
« seul vuiañ a raktresoù a seurt se a vo, seul vrasoc'h e vo tachenn hor yezh » .
Evit tapout titouroù ouzhpenn : C.F.C.P – tel : 02 98 33 75 75 / Stumdi : 02 98 21 39 94