Geriadur Martial : labour ur marc'h labour

-- Langues de Bretagne --

Presentation de livre
Par Fanny Chauffin

Publié le 19/10/12 22:23 -- mis à jour le 00/00/00 00:00

E Karaez e c'hello an dud prenañ ar geriadur, met finoc'h eo rakprenañ

Tost da 50 000 pennger, ennañ skouerioù niverus tennet eus ar skridoù lennegel, eus ar geriaouaeg war an dachenn hag eus al labourioù sturyezhañ nevesañ.

Ennañ e kavor an holl liveoù yezh : klasel, kaozeek, skeudennek koulz ha yezh ar vugale,luc'hajoù, an dic'harvaat, h.a.

Skouerioù zo roet en hollzomanioù : eus ar sport betek ar gwir, ar vevoniezh, al louzawouriezh, al loenoniezh, al labour-douar, ar gimiezh, an armerzh, an istor, ar jedoniezh…

Emañ al levr-mañ da gavout e lec'h e-touez al levrioù deskiñ : an hentennoù kelenn, ar gramadegoù, ar geriaouegoù, al levrioù poelladennoù ret da zeskiñ brezhoneg.

An niver a benngerioù hag ar fonn a skouerioù zo ennañ a anezhañ al levr hollret da gaout evit an holl vrezhonegerien tomm o c'halon ouzh o yezh hag an dazont anezhi.

AN AOZER

Martial Ménard zo bet rener embannadurioù An Here etre 1983 ha 2005. Troet en deus degadoù a levrioù evit ar re yaouank (albomoù, kontadennoù, bannoù treset, h.a.) ha bet eo kenrener daou c'heriadur hollvrezhonek (1999 ha 2005). Abaoe 14 vloaz e skriv pennadoù diwar-benn ar brezhoneg ha diwar-benn an embann brezhoneg e-barzhDimanche Ouest-France.

Martial Ménard en deus skrivet meur a levr diwar-benn ar brezhoneg en embannadurioù Coop Breizh. Ezel diazezer eo ivez eus Ofis ar brezhoneg.

Ti-embann Palantines, 59 euro e Karaez, 49 euro ma vo prenet en a-raok gant ar fichenn rakprenañ.

Document PDF souscriptiondico.pdf Fichenn rakprenañ. Source :
Voir aussi :
mailbox imprimer