Bez emañ ar greizenn stummañ aotreet Stumdi - anavezet evel ur gevredigezh talvoudus d'an holl (1) - o paouez digeriñ ur 5vet lec'h e kreiz-kêr Brest : 12 stajiad a zo o paouez kregiñ, d'an 13 a viz Gwengolo, gant ur stummadur d'an daoulamm war ar brezhoneg hag a echuo d'an 28 a viz Meurzh 2013.
1. Ar stummadur hir berr ha berr
Brudet eo Stumdi evit e stummadur : “brezhoneg e 6 miz”, krouet 16 vloaz 'zo, hag a ro tro da zeskiñ an diazezoù ret evit ober gant ar brezhoneg war ar pemdez.
Kinniget e vez gant an aozadur daou brantad bep bloaz e Aradon, Gwengamp, Landerne, Plañvour hag e Brest abaoe miz Gwengolo 2012. Degemeret e vez - nemet war ar stummadur-mañ (2) - ouzhpenn 120 stajiad : tud dilabour, implijidi pe hiniennoù.
Bez e c'hell ar stummadurioù bezañ kemeret e karg e meur a zoare : skoazell ar rannvro evit an dud dilabour pe un ehan hiniennel stummañ (CIF) evit an implijidi.
Ur servij heñchañ dibar krouet e 2006 a zo e bal sikour ar stajidi o deus c'hoant da wellaat o doareoù da glask postoù-labour divyezhek e-pad ha war-lerc'h ar stummadur hir.
Hervez ar respontoù a vez dastumet bep bloaz gant Stumdi abaoe tri bloaz (84 % eus ar stajidi a respont d'an enklask), 90 % eus ar stajidi goulennataet a zo pe war ur post-labour pe oc'h ober studioù stag ouzh ur vicher divyezhek pe an daou asambles.
2. Distro-skol gentañ e Brest
Merzhet eo bet gant an aozadur e veze degemeret e Landerne kalzig a stajidi o tont eus Brest pe tro-dro. Bez e oa un ezhomm stummadurioù brezhoneg war an dachenn-mañ.
Ur vro a lak kalz a nerzh evit diorren ar brezhoneg eo ivez hag emañ o kemer ur plas talvoudus e bed al labour brezhoneg (muioc'h-mui a bostoù divyezhek a vo kinniget e bloavezhioù o tont).
12 stajiad war 77 dispartiet war 5 lec'h-stummañ a zo o paouez kregiñ neuze d'an 13 a viz Gwengolo ar stummadur « brezhoneg e 6 miz » .
3. Ur paeron evit ar bloavezh-skol 2012-2013
Kustumet eo an aozadur-stummañ da zibab bep bloaz - evit lakaat war wel e stummadur hir - ur v/brezhoneger(ez) brudet hag en deus ul labour liammet gant ar brezhoneg.
Goulennet ez eus bet digant Malo Bouëssel Du Bourg, rener Produet e Breizh, bezañ paeron er bloaz-mañ. Klask a ra, dre e labour, diorren ar brezhoneg e bed an armerzh ar pezh a vez klasket ober gant Stumdi abaoe un nebeut bloavezhioù.
Titouroù ouzhpenn :
Deiziadoù ar prantad o tont war ar 5 lec'h-stummañ :
-eus an 8/01/2013 d'an 12/07/2013 (enskrivadurioù digor)
Da notenniñ :
1. Deuet eo hor c'hreizenn-stummañ da vezañ anavezet evel ur gevredigezh talvoudus evit an holl hag a c'hell degemer roadennoù gant an dud pe an embregerezhioù.
2. Formulennoù-all a vez kinniget a-hed ar bloaz (deuit da gemer titouroù war hol lec'hienn Internet : www.stumdi.com).