STAJ C'HOARIVA WAR AR PRIM
e-kerzh trede Festival Teatr Brezhonek
C'hoant ho peus dizoloiñ ar c'hoariva war ar prim
pe wellaat o live c'hoari evit mont pelloc'h ganti ?
Deuit 'ta d'ar staj-mañ,
Ha bevit un dibenn sizhun c'hoariva e brezhoneg penn-da-benn !
Pal ar staj ? Labourat war deknikoù ar c'hoariva war ar prim diwar bleustradegoù ha c'hoarioù.
Evit ar re o do c'hoant e vo kinniget ur c'hrogadig impro a-benn c'hoari dirak arvestourien e-kerzh un endervezh c'hoariva.
Pegoulz ? D'ar Sadorn 6 (10e-5e) ha d'ar Sul 7 (9e-12e30) a viz Here 2012
+ endervezh C'hoariva d'ar Sul.
Pelec'h ? E Sal ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez ('kichen Montroulez)
Gant piv ? Nicolas Amaury deus Emglev Bro an Oriant
Pegement ? 40 €
Lakaat ho anv ha titouroù :
choarivabrezhonek [at] gmail.com 06 38 78 35 15
Priz gant mont-e-barzh abadennoù ar Festival Teatr Brezhonek da lâret eo : Yerma gant Teatr Penn-ar-Bed (Sadorn noz) e Teatr Montroulez, ha d'an endervezh C'hoariva (d'ar Sul) Sal ar Roudour (Strollad Plougin ha Strollad Landi).
Ma n'och ket ezel eus "C'hoariva" pe o kemer perzh en ur strollad ezel eus C'hoariva e rankoc'h paeañ ar skodenn : 10 €.
Ar priz-mañ eo hep ar boued nag an nozvezh.
Evit ar re a zo o chom pell e vo kinniget ar bod en ul lec'h bennaket e-kichen Montroulez.