Publié le 10/07/21 11:46 -- mis à jour le 10/07/21 11:46
E-pad daou zevezh e oa bet c'hoariet pemp gwech an abadennig "Prinsez.ig" gant c'hoarierien ar strollad Fubudennig, pevar bugel ha krennard, graet ganto daou bezh c'hoariva dija dirak c'hwec'h skol.
C'hoariet o doa e 2017/2019 : daou bezh. "Avaloù Vleago" da gentañ, skrivet gant Goulc'han Kervella. Ha war lerc'h "Tropinellad korriganed" gant ul labour enklask ha krouiñ tro dro da skeudenn ar gorriganed : korriganed a vremañ o tifenn an natur, pe war ar c'hroazh hent o klask lakaat otoioù da vout distrujet... Met ivez kontadennoù hengounel evel hini Mona Bouzeg diwar mab ar gorriganez (bro Molan), hini ar Barzaz Breizh, hini mil anavezet "an daou dort". Sikouret e oant bet evit al leurenniañ gant Goulc'han Kervella ha gant Paskal Cariou. C'hoariet o doa div wech e festival Taol Kurun a-raok Strollad Kallag, pe asambles gant strolla Lise Diwan Karaez. Graet o doa ivez div wech ar festival c'hoariva Kerhervy e Lann er Ster e fin miz Even. Kemeret perzh e gouel ar c'hoariva e brezhoneg gant skolajidi brezhonegerien e Montroulez.
C'hoariet 22 gwech : e skolioù ar vro (Diwan Banaleg, Kemperle, An Oriant, klasoù divyezhek Kervilin e Molan, Tremeven, Kerien, Kerbertram Kemperle, skolaj Kervarker Kemperle...
1600 den evit ur strollad bugale, n'eo ket fall. Met ar pep pouezusañ : c'hoarzhadegoù bugale, eskemmoù e yezh ar vro, plijadur eskemmet, hag emrenerezh ur strollad gouest da lakaat al leurenn, da vout prest da c'hoari teir gwech an deiz, gant ur pred e ti-krampouezh e vit trugarekaat anezho memestra !
An abadenn a zo bet kinniget dilun ha dimeurzh a oa ul labour war skeudenn prinsezed e kontadennoù hag er bed a vremañ : goude bout gwelet un dek priñs ha priñsezed bennak, setu tro teir c'hontadenn adnevesaet gant ar strollad : Roue ar Rannoù (Breudeur Grimm), Gwenn Erc'h (doare Pierre Gripari), hag ar brinsez strobinellet (Fañch an Uhel). Kroget e miz Ebrel e oa bet sikouret gant Pascal Cariou kreiz miz Even e-pad un devezh staj e Kemperle.
M'ho peus c'hoant da zegemer ar strollad en ho skol, ho kreizenn dudi : 06 79 14 96 87 pe afea [at] laposte.net
- Kroget eo Taol Kurun, ha kroget mat par Kerne Multimedia le 17/01/2023
- Kan ar bobl ar gonterien : d'ar merc'her 25 a viz Genver da 3e e Kemperle par Kerne Multimedia le 03/01/2023
- Noël des Créateurs Diwan Lannion par le 04/12/2022
- Rouedad konterien e brezhoneg : d'ar 04122022 e Landelo par Kerne Multimedia le 20/11/2022
- Masterklas konterien : d'ar sadorn 22 a viz Here e Pleuigner par Kerne Multimedia le 01/10/2022
- Michel Chauvin reçoit le Collier de l'Hermine : Il nous faut un Diwan pour l'Histoire par Philippe Argouarch le 18/09/2022
- Tud a youl-vat : hepdoc'h, festival ebet neblec'h par Kerne Multimedia le 01/09/2022
- An dorgenn, ul lec'h nevez er festival par Kerne Multimedia le 20/08/2022