Bet eo bet Per Denez, dreist-holl abaoe ar bloavezhioù dek ha tri-ugent, unan eus ar re o deus graet ar muiañ evit kadarnaat identelezh Breizh hag he nevezadur sevenadurel dre e labourioù, e gelenn, e emouestl a stourmer, dre al levezon en deus bet war ur rummad ab-bezh a re yaouank a venne adpiaouañ o yezh hag o sevenadur.
N'ankounac'ha ket UDB ar harp en doa roet dezhi pa oa bet prezidant ar c'homite skoazell da vare dilennadegoù rannvro 1998. Evelti, e felle d'ar stourmer sevenadurel reiñ da Vreizh ar galloud hag an tu d'en em ziorren war an tachennoù sokial, politikel ha sevenadurel.
Gant doujañs evit Per Denez, e kas UBB he gourc'hemennoù breizhek glac'haret d'e diegezh.
Evit Unvaniezh demokratel Breizh, Herri Gourmelen, ezel burev politikel, kuzulier Ranvro