Evit an drivet bloaz ha tregont e savo Ar Falz he staj brezhoneg a vo dalc'het e Bihui-an-Dour (Mor-Bihan) ar wezh-mañ e fin ar viz Eost 2011 : d'an 22 d'ar 26.
— Ur staj yezh
Gant ar c'hentelioù, ar stalieroù, ar c'han ez eus tu da bep heni da zeskiñ, da beurzeskiñ pe da wellaad e vrezhoneg. Klask a reomp ober gant ar brezhoneg ar muiañ ma c'hellomp. Klevet e vo KLT ha gwenedeg e-pad ar staj.
— Ur staj sevenadur
Dre ar baleadennoù, an diskouezadegoù hag an divizoù diouzh an noz, e kavo kement heni un tañva eus sevenadurioù ar vro : istor, lennegezh, buhez an dud...
— Mont pelloc'h gant ar yezh
Ouzhpenn al liveoù a vez kavet e kement staj brezhoneg a zo, e kennig Ar Falz ul live uhelloc'h, d'ar studierion ha d'an danvez kelennerion. Eno gant alioù kelennerion a-dres, e vez studiet testennoù lennegel, kazetennerezh, pe c'hoazh poentoù yezhadur resis (fazioù gwraet gant an nevez-vrezhonegerion, liveoù ha stummoù yezh, hag a beb sort...)
1 - Deraouerion : Yann-Klaod Ar Ruyet ;
2 - Peuzderaouerion : Yann An Toer ;
3 - Pleustriñ war ar yezh : Yann-Bêr Kemener ;
4 - Evit mont pelloc'h : Ivona Kozh.
1 - Skrivañ romantigoù : Ivona Kozh ;
2 - Kanañ e brezhoneg : Armand Tosser ;
3 - Sanadur a vouezh uhel : Yann-Klaod Ar Ruyet.
En oll 220 €
Familhoù adaleg 3 a dud , studierion, tud dilabour : priz distaolet 160 €
Kamproù 'zo er lec'h. Prest e vo ar gweleioù.
Gant Yann-Klaod Ar Ruyet, postel : kly.leruyet [at] orange.fr
Sekretouriezh Ar Falz / Skol Vreizh
41 kae Bro Leon - 29600 Montroulez
skol.vreizh [at] wanadoo.fr
Plg : 02 98 62 17 20
Follenn enskrivañ amañ dindan e PDF