Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Conference debat -
12 skrivagner evit ar re yaouank e Pluguen disul
Disul e vo 12 skrivagner e Pluguen, 17vet saloñs lennegezh ar yaouankiz gouestlet ar bloaz-mañ da vro Finland.
Par Fanny Chauffin pour ABP le 6/11/10 11:02

Pedet ez eus bet gant Valerie Trefles, kenaozerez saloñs Plugüen a vo d'ar sul 8 a viz Du, unnek skrivagner evit ar yaouankiz. Skrivet o deus muioc'h evit 50 levr embannet e brezhoneg.

E-touez a re-se e vo gwelet ar re yaouankañ : Gwenvred Latimier-Kervella ("Huñvreoù/Un, div, teir..."), Moran Dipode ("Brezel an Erevent, Hudour an tour du").

E-touez ar re o deus skrivet ar muiañ e vo Yann-Fanch Jacq ("Lunedoù Fanch, An dilojañ, E kornig va c'halon, Re dev eo Theo, An dilojañ, Ar bellgomzadenn, Un dorn da reiñ, War sikour Eleonor, Troioù kaer ma foltreder, Diwallerien an norioù, Galv an Oy, Goustadil war al lambig"). Tud a skriv evit ar re yaouank hag evit ar re deuet evel Mich Beyer ("An dervenn, Azigoragazar"), Herve Lossech ("Tu pe du") ha Jakez Erwann Mouton ("Tangi hag ar merien, Kornogpell, Ar c'hraken, Diougan Ketzacoal, Katrina") a vo gwelet ivez.

Div skrivagnerez a skriv barzhonegoù ha danevelloù a vo aze ivez : Mai Ewen (Me, Nana Marina, Me ha Titaw, Nedeleg laouen !, Tri fenn melegan, Ur vleunienn war askell an avel, Hañvezhioù", ha Muriel Morvan ("Krampouezh pe pizza, Penaos lakaat Itron al loar da c'hoarzhin, Evel ki ha kazh).

Denise le Franc ("Pikez blev ruz") a zeuio eus Kemperle evit diskouez he levrig, bet Priz ar Vugale 2009. Kristian ar Braz, priz ar Yaouankiz 2010 gant "Kest" a gemero perzh ("Spont" a zo bet skrivet gantañ). Embannet e vo ul levrig gant Delphine Primault : "An dilojañ", he levr kentañ tener ha kevrinus. Penaos dihuniñ goude un hir a gleñved e-barzh un ti didrouz ? (Bleunioù e-leizh)

Kregiñ a raio an divizh da 2e30. Laouen e vefe an holl skrivagnerien da flapiñ gant o lennerien, kozh ha yaouank, pa vo abadenn Jean-Luc Roudaut.

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 8) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons