Bevañ ha labourat er vro !
Kerkent hag echu gant ar maread touristel e vez prennet dorioù meur a gumun Breizh. Ha piv n'eo ket bet souezhet o welout dezerzhiekadur takadoù zo kêraozet-tre koulskoude ? E meur a lec'h ez eus betek 78% eus ar savadurioù hag a zo eil annezoù, ar pezh a lak ar c'humunioù-se da vout kêrioù tasmant da vat !
Fellout a ra da Adsav!, Strollad Pobl Vreizh, diskuliañ kudenn an eil annezoù ha kinnig diskoulmoù, eeun hag efedus, evit ma chom bev hon aodoù.
E penn kentañ, spletoù evit ar Vreizhiz :
Goulenn a reomp e vefe lamet gward ar rannvro hag an departamantoù war pourvezadenn al lojeizoù sokial evit e fiziout en hini ar c'humunioù. Ar gumun an hini eo a dermeno an dezverkoù pourvezañ. Mod-se ez aio a-du ar c'humunioù gant ur mennozh bet difennet gant Adsav! abaoe ar penn kentañ :
RENK A-RAOK EVIT RE AL LEC'H !
Da eil, evit difenn buhezegezh kumunioù an arvor, e vez erbedet ganeomp ur c'hresk en taosoù evit prenerien ha gwerzherien eil annezoù. Hervez an INSEE o defe perc'henned eil annezoù korvoderioù kalz uheloc'h eget re ar berc'henned all ha kalz koshoc'h e vefent ivez : ouzhpenn 50 vloaz. Setu perak ez eus ezhomm eus ur boblañs oberiant a harpo lusk hor c'humunioù (implijoù, stalioù kenwerzh, skolioù,...).
A-drugarez d'an taos war an doare treuzgreadoù-se e vo paouezet gant kresk priz an tier, ar pezh a sparlo ouzh ermaeziadeg ar boblañs lec'hel war-zu ar meurgêrioù, en ur harpañ un diorren lec'hel padus o warantiñ an implij hag ar rouedad sokial, hag o toujañ d'an endro.