Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Agenda -
Kenstrivadeg haiku : deoc'h da c'hoari gant an avaloù !
Kaset e oa bet 250 haiku d'ar festival ar bloaz paseet. Gant ar spi e vo muioc'h c'hoazh ar bloaz-mañ, ha muioc'h a vugale ha skolajidi, liseidi ... Goude an troad, an dorn, ar c'hilog, ar gurun, ar sklerijenn, setu tro an aval
Par Fanny Chauffin pour ABP le 10/10/10 21:02

Kaset e oa bet 250 haiku d'ar festival ar bloaz paseet. Gant ar spi e vo muioc'h c'hoazh ar bloaz-mañ, ha muioc'h a vugale ha skolajidi, liseidi ... Goude an troad, an dorn, ar c'hilog, ar gurun, ar sklerijenn ... Setu tro an aval abalamour da dem ar festival a zo “bout en e voued / à boire et à manger”. An aval a c'hell bezañ debret (gwastili, gant ur gontell, flastrenn avaloù ...) hag evet (chug avaloù, chistr, an hini kreñv ...).

Simpl eo ar reolenn : ret eo kas tri haiku d'ar muiañ (3 werzenn 5/7/5 zroad) e brezhoneg, galleg pe galloeg. Un haiku a vez diaezet war ar sellout ouzh traoù simpl, kavet en natur, un dra a zo c'hoarvezet dindan un amzer verr hag a zo fromus, direnkus, dic'hortoz. Ret eo kas ar barzhonegoù a-raok d'ar c'hentañ a viz genver 2011 da taolkurun [at] laposte.net.

Un nebeut skouerioù :

“Un aval e pal da zorn/ar bed etre da vizied / en un aval azv.” (Bernez Tangi)

“Aval ar person / kouezhet dirak ar presbital / didud.”

“E peseurt bro e varvin/pe e breton pe e gall/pe e greunennig un aval ?”

Embannet e vo el linenn diouzhtu war lec'hienn festival Taol Kurun ( (voir le site) hag e vo roet ar prizioù (levrioù, dafar evit skrivañ barzhonegoù, embannadur en ul levrig) e-pad ar festival goude ur brezegenn gant Malo Bouessel du Bourg ha sonerezh krouet gant skol sonerezh Kemperle.

Setu, d'ho pluennoù neuze !

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 2) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons