Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Staj c'hoariva gant Bob Simon.
Staj c'hoariva gant Bob Simon.
- -
Festival ar brezhoneg e Bro Ouelou 9-13 a viz Eost
Abaoe bloavezhioù e oa bet kinniget gant Kalon Plouha stajoù brezhoneg gant Roudour hag ur stal c'hoariva gant Bob Simon. Muioc'h da zibab a vo kinniget d'ar bloaz-mañ. Kentelioù berr a vo kinniget evit reiñ un tañva d'ar brezhoneg d'ar re na ouzont ket c'hoazh hor yezh, kentelioù Kan ha Diskan, un diskouezadeg prestet gant an Ofis, ur saloñs al levrioù, baleadennoù e brezhoneg, ...
Par Jacquet Tomaz pour Kalon Plouha le 4/07/10 19:38

Adalek al Lun 9 betek ar Gwener 13 a viz Eost 2010

Abaoe bloavezhioù e oa bet kinniget gant Kalon Plouha stajoù brezhoneg gant Roudour hag ur stal c'hoariva gant Bob Simon. Muioc'h da zibab a vo kinniget d'ar bloaz-mañ. Kentelioù berr a vo kinniget evit reiñ un tañva d'ar brezhoneg d'ar re na ouzont ket c'hoazh hor yezh, kentelioù Kan ha Diskan, un diskouezadeg prestet gant an Ofis, ur saloñs al levrioù, baleadennoù e brezhoneg, ...

Ur staj brezhoneg 3 live gant Roudour

Gant tud a vicher e vo kinniget deoc'h ur staj 5 devezh hag a c'hell bezañ diwar goust stummadur dibaouez ho embregerezh

Titouroù hag enskrivadur : (voir le site)

Pgz : 02 98 99 75 81

Ur stal c’hoariva gant Bob Simon

Anavazet eo Bob Simon e Breizh a-bezh , unan eus gwellañ aktourien ar vro. Evit ar re a fell dezho gwellaat o doare-distagañ en un aergelc'h plijus.

Enskrivadur gant Kalon Plouha. 120 € pe 90 € (studierien, tud dilabour, …)

Kentelioù Kan a-Diskan

War 5 devezh, 1e30 bemdez gant Gilbert Philippe ha Gilbert Donval , daou ganer mil-anavezet e bro Gwengamp.

Enskrivadur gant Kalon Plouha : 40 €

Ur sonadeg klavisim

E chapel Kervaria, d'ar merc'her 11 a viz Eost, ur sonadeg sonerezh barok gant Claude Nadeau (buhezourez divyezhek gant Radio Breizh Izel).

Ur veilhadeg d'ar gwener 13 d'abardaez

Digor d'an holl, war lerc'h ar pezh bihan c'horiet gant stajidi Bob e vo kaset en-dro an dansoù gant stajidi Gilbert ha Gilbert.

Tu vo da zebriñ a-gevret war al lec’h da greisteiz (30 €/4 fred).

(voir le site) pajenn degemer

(voir le site) evit sellout ouzh ar staj 2009

Plijadur a vo, me ’lâr deoc’h !

Enskrivadurioù :

Kalon Plouha

18 straed Pouldouran

22580 Plouha

Prezidantez : Jeanine Spell

Pellgomz : 02 96 22 49 79

kalon.plouha [at] wanadoo.fr 

Pgz : 02 96 22 49 79

Titouroù war : (voir le site)

Lojañ

Titouroù gant Ofis ar Tourism Lanvollon-Plouha : (voir le site) : clik war hébergement

.

Document PDF Festival ar brezhoneg e Bro Ouelou. Plouha 9-13 a viz Eost 2010. Paperenn enskrivañ d'ar Staj brezhoneg.. Source :Kalon Plouha
Document PDF Festival ar brezhoneg e Bro Ouelou. Plouha 9-13 a viz Eost 2010. Ar skritell.. Source :Kalon Plouha
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 2) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons