

En 2013, ce sera la 3e édition du stage "Biskoazh kemend-all ! Le breton c'est d'la balle !", un stage de breton conçu spécialement pour les collégiens et lycéens, confirmés
En 2013, ce sera la 3e édition du stage "Biskoazh kemend-all ! Le breton c'est d'la balle !", un stage de breton conçu spécialement pour les collégiens et lycéens, confirmés ou débutants.
« Ac'hanta tudoù ! C'hoant 'peus da zeskiñ un tamm brezhoneg pe mont war-raok gant ar yezh ? C'hoant 'peus da c'hoari ha da c'hoarzhin, da dabutal ha da farsal, gant tud yaouank a bep seurt ? Setu ur staj hag a vo mat deoc'h.
Div eurvezh kentel brezhoneg a vez bemdez (live 0,1,2) : yezhadur, distagadur, troioù-lavar, c'hoarioù roll... Ha goude ? Kaout un tañva d'ar c'hanoe pe d'ar c'hung-fu, aozañ ur valeadenn war droad pe war varc'h-houarn, fardañ meuzioù lipous asambles, prientiñ un nozvezh kabared dreistordinal, kemer perzh e beilhadegoù dic'hortoz (den-bleiz, karantez karantez karantez, sonerezh diroll...). Plijadur vo, sur ha n'eo ket marteze !
Digor eo ar staj d'an holl skolajidi ha liseidi (ar re gouest da gomz brezhoneg flour hag an deraouidi). »
Oyé oyé jeunes gens ! Vous voulez découvrir le breton ou progresser dans cette langue ? Vous voulez jouer, rigoler et échanger avec d'autres jeunes venus des quatre coins de Bretagne ? Voilà un stage qui vous ira comme un gant.
Deux heures de cours de breton sont prévues tous les matins (niveau 0,1,2) : grammaire, prononciation, expression orale, jeux de rôle... Et puis après ? S'initier au canoë ou au kung-fu, organiser une rando à pied ou à vélo, mitonner des bons petits plats ensemble, préparer une soirée cabaret extraordinaire, participer à des veillées pleines de surprises (loup garou, les jeux de l'amour, musique en folie...). Il y aura du plaisir, c'est sûr !
Le stage est ouvert à tous les collégiens et lycéens (bretonnants confirmés et débutants).
Renseignements et inscriptions : studi-ha-dudi@wanadoo.fr ; 02.96.13.10.69
Photos et vidéos des stages 2011 et 2012 : http://biskoazh.kemend.all.free.fr/
Documents liés
-
Fiche d\'inscription
Commentaires (2)
Ba levrig ar c'hampoù vakañsoù vez bepred daou anv : un e brezhoneg hag un e galleg, met ne felle ket deomp ober un droidigezh rik. Goude ur "brein" storming 'meump savet ur roll anvioù a bep seurt evit ar staj-se ha graet ur votadeg goude (un 10 den yaouank bennak o deus kemeret perzh er votadeg-se). "Le breton c'est d'la balle" a c'hell seblantout iskis un tamm met komprenet mat eo gant ar re dindan 20 vloaz (hag gant o zud ivez alies, bet stummet ha distummet gant plegoù yezh o c'hrennarded). Talvezout a ra "dispar eo".