Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Adaozañ ar vro : ar gwallefedoù evit Breizh. Emvod-titourin e Karaez d'an 6 a viz Gouere
Kevrenn Kreiz Breizh Unvaniezh Demokratel Breizh a aozo un emvod-titouriñ diwar-benn efedoù spontus raktres adreizhañ tiriadoù Sarkozy. Kristian Guyonvarc'h a zisplego deomp efedoù an adaozañ-se war hor bro : diskaret e vo rannvro Breizh e-giz tachenn da ziviz eus dazont ar Vretoned, paouezet e vo gant emrenerezh ar rannvroioù evit ar pezh a sell ouzh ar sevel tailhoù, gwashoc'h e vo c'hoazh an diforc'hioù etre ar rannvroioù, hag echuet e vo gant parder baotred-merc'hed er politikerezh ...
Par Mona Bras pour UDB le 2/07/10 10:32

Kevrenn Kreiz Breizh Unvaniezh Demokratel Breizh a aozo un emvod-titouriñ diwar-benn efedoù spontus raktres adreizhañ tiriadoù Sarkozy

D'ar Meurzh 6 a viz Gouere da 7 e 30 da noz e sal ti embreregezhioù Karaez T.G. Kerampuilh (e-kichen Leurenn Glenmor).

Mont e-barzh frank

Raktres « adaozañ ar vro » N. Sarkozy hag ar gwallefedoù a vije evit Breizh

Ar raktres adaozañ ar vro bet roet lañs dezhañ gant N. Sarkozy e miz Here 2009 a zo bremañ tabutet warnañ er Parlamant. Degemeret eo bet da vare al lenadenn gentañ gant Bodadenn Vroadel Bro-Frañs d'an 8 aviz Mezheven. Adlennet e vo gant ar Sened adalek an 28 a viz Mezheven. Presidant ar Republik hag e gentañ-ministr a vanka dezhe ma vo degemeret da vat al lezenn-se a-raok miz Gwengolo.

Kristian Guyonvarc'h, kuzulier UDB er Rannvro, bet-eñ bezprezidant ar Rannvro, a zisplego deomp efedoù an adaozañ-se war hor bro : diskaret e vo rannvro Breizh e-giz tachenn da ziviz eus dazont ar Vretoned, paouezet e vo gant emrenerezh ar rannvroioù evit ar pezh a sell ouzh ar sevel tailhoù, gwashoc'h e vo c'hoazh an diforc'hioù etre ar rannvroioù, hag echuet e vo gant parder ar baotred hag ar merc'hed er politikerezh. Kement-se a rankje broudañ ar Vretoned da c'houlen ur gwir c'halloud hag an emrennerezh evit Breizh.

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 8 multiplié par 4) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons