Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Dépêche -
Gouel ar Bro Gozh e Lesneven. Diskouezadeg : Ar c'hoñvers-mor etre Breizh ha Kembre 1850-1930
Displeget eo an diskouezadeg-mañ betek an 30 a viz Mae er chapel Sant François. Trinieg-Lannuon-Loktudi. E 2007, pa oa deuet skipailh broadel Rugbi Kembre da Vro Sant-Nazer, dezhañ d'en em brientiñ evit Kib ar Bed, e tivizas emsaverien ar c'h/CREDIB reiñ lañs d'un diskouezadeg a lakafe war-wel al liammoù nebeut anavezet etre Goueled Bro al Liger ha glaouegoù Kembre.
Par Hubert Chémereau pour CREDIB le 25/05/10 20:06

Displeget eo an diskouezadeg-mañ betek an 30 a viz Mae er chapel Sant François.

Ar c'hoñvers-mor etre Breizh ha Kembre 1850-1930 : Trinieg-Lannuon-Loktudi

E 2007, pa oa deuet skipailh broadel Rugbi Kembre da Vro Sant-Nazer, dezhañ d'en em brientiñ evit Kib ar Bed, e tivizas emsaverien ar c'h/CREDIB reiñ lañs d'un diskouezadeg a lakafe war-wel al liammoù nebeut anavezet etre Goueled Bro al Liger ha glaouegoù Kembre. Ar re-se a bourchasas, e-pad 80 vloaz pe dost, an danvez krai da c'hovelioù Trinieg ma voe ganet ar sevel-listri breizhek modern. A-drugarez d'an diskouezadeg-se e teu war-wel an amzer dremenet boutin d'an div vro.

Souezhusañ tra avat eo e vo tennet evezh enklaskerien all, eus Lannuon, eus Loktudi hag eus porzhioù all Breizh, hag i da ouzhpennañ panelloù all da glokaat istor an eskemmoù dre vor etre Breizh ha Kembre : ar postoù-min, an avaloù-douar, an ognon a oa degaset eus Breizh da Gerdiz ha da Swansea. Eskemmoù stank zo bet, e-pad tost daou-ugent vloaz, ma oa Dispac'h an Industri en e vleud en Europ, un dispac'h o deus kemeret perzh ennañ ar Vretoned met dreist-holl Kembreiz.

Ar fedoù-se zo kalonenn an diskouezadeg-mañ, savet diwar enklaskoù a zegas koun eus degouezhadennoù sokial heverk , evel ar vicherourien oc'h en em vodañ e sindikadoù hag o stourm a-gevret, kêrioù oc'h en em gevellañ hag oc'h anavezout o sevenadur keltiek, evel ar rugbi, ur sport pleustret warnañ en div vro, hag ivez evel ar c'hudennoù yec'hed (kleñved ar poultr-mein hag an droug-skevent), pe ar skoazell etrekeltiek pa voe serret minoù Kembre e 1984-1985. Evel-se e tizoloer ur bajenn glok eus an istor rannet etre Breizhiz ha Kembreiz.

Muioc'h a zo : un diskouezadeg pederyezhek, diazezet war hini Trinieg, zo bet digoret e deroù miz Meurzh 2010 e Pontypridd ma oa aet di dileuridi eus Trinieg, eus Skol Uhel ar Vro hag eus Kevredigezh Kembre-Breizh ( voir notre article ). E 2011 e vo aozet ur c'hoñferañs e Sant-Nazer diwar-benn an eskemmoù koñvers etre Breizh ha Kembre. Emeur c'hoazh o skrivañ ur bajenn nevez eus an darempredoù etre an div vro.

An diskouezadeg war ar c'hoñvers-mor etre Breizh ha Kembre zo aozet gant ar c'hCREDIB (Centre de Recherche et d'Études de l'Identité Bretonne) ha gant ti-kêr Trinieg. Skoazellet eo bet gant Skol Uhel ar Vro.

Hubert Chémereau. Troidigezh Jacqueline Gibson evit ar C'Hredib

logo The CREDIB Research and Diffusion Center of the Breton Identity is an association under the 1901 French law, created in Saint-Nazaire (Brittany, Loire- Atlantique)in 2000, member of the Cultural Institute of Brittany.
The CREDIB acts for acknowledgement and promotion of the Breton identity in the area of Saint-Nazaire. It keeps numerous contacts with Scotland and Wales.
10 rue Aristide Briand
F-44600 Sant-Nazer / Saint-Nazaire.
[ Gwelout pennadoù all CREDIB]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 8) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons