Laouen eo ar gevredigezh Diwan ha skol Diwan Gwened ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl a-benn kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 32 vloaz :
D'ar Meurzh 27 a viz Ebrel 2010, adalek 8 eur noz.
E sal « de Rohan » , 80 Plasenn « de Rohan »
56000-Gwened.
Digoust ha digor d'an holl.
Emvodoù foran all a vo aozet e Gwened : d'ar Yaou 20 a viz Mae, da 8 e noz e sal ar « Madeleine » , 11 straed Santez-Anna, ha d'ar Meurzh 15 a viz Even, da 8 e noz e sal « de Rohan » .
Aozet eo an emvodoù-mañ e liamm gant raktres digoradur un eil skol Diwan e Gwened.
Petra eo ar skolioù Diwan ? Petra eo ar c'helenn divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ? Perzhioù mat an divyezhegezh ez-vihan.
Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh pe m'ho peus bugale, deuit d'an emvodoù !
Tud e-karg eus Diwan (skolaerien en o zouez) a vo war al lec'h a-benn respont d'ho koulennoù.
Titouroù a-zivout an emvod :
Sonia Zaoumi, karget a gefridi war an diorren Diwan
: 02 97 47 85 92 pe 06 24 90 36 03
Postel : sonia.zaoumi [at] diwanbreizh.org ha diwan.breizh [at] wanadoo.fr