D'ar Meurzh 24 a viz Du, adalek 6 e 30 noz e vo aozet un emvod kelaouiñ foran er Meziaer (sal Emile Carron, e-kichen an ti-kêr) gant ar skol Diwan bet digoret e Gwengolo 2008.
Tud e karg eus Diwan a vo war al lec'h evit kinnig Diwan deoc'h, en o zouez rener « skol Diwan Ar Meziaer » , (ar mont en-dro kevredigezhel, aozadur skol Diwan Ar Meziaer, an hentenn bedagogel). Laouen e vint o respont d'ho koulennoù.
Skolioù Diwan a zo Laik, digoust ha digor d'an holl.
A-drugarez d'an hentenn bedagogel dre soubidigezh, e teu a-benn ar vugale da vezañ divyezhek da vat. Desket e vez brezhoneg ganto dre un doare naturel hag e vez tizhet ganto ul live a varregezhioù heñvel e galleg hag e brezhoneg. Ar soubidigezh a ra berzh e skolioù Diwan abaoe muioc'h a dregont vloaz. Komz meur a yezh : ur binvidigezh hag ur chañs ouzhpenn evit ar vugale.
Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh ha/pe m'ho peus bugale, deuit d'an emvod !
Titouroù a-zivout an emvod : Sonia Zaoumi-karget eus an diorren-Diwan : 02 98 21 33 69 pe 06 24 90 36 03.