Souten a ra Divskouarn, kevredigezh kas ar brezhoneg war-raok e bed ar re vihan, Dihun, kevredigezh diorren ar brezhoneg en deskadurezh katolik, gant he galv da vanifestiñ d'ar sadorn 29 a viz Meurzh. Dalc'het vo ar vanifestadeg e Kemper azalek 3e, plasenn an Tour d'Auvergne.
En un doare naturel an hini eo e vez harpet an emsav-se ganeomp, rak deus dazont ar brezhoneg zo kaoz gant ar vanifestadeg-mañ. Digomprenus eo gwelet un hentenn pedagogel anavezet war an dachenn european, bezañ lakaet ken diaes er gêr : ne vo klas ebet digoret en distro skol o tont, e gwengolo 2008 ! Ouzhpenn d'ar skoilhoù ouzh diorren ar brezhoneg e klasoù an deskadurezh katolik, gouzañvet gant Dihun, hon eus c'hoant mont asambles gant hor mignoned deus an holl hentennoù brezhonek : Div Yezh, evit an deskadurezh stad, Diwan, evit ar skolioù kevredigezhel dre soubidigezh, ha kelennerien an UGB, a-benn kas un ton uhel ha sklaer d'ar pennadurioù a gustum gorrekaat re alies digoradur ha diorren ar c'hlasoù brezhonek nevez. Deomp holl da Gemper benn disadorn !
Kit da welet kemenadenn Dihun gant ar bajenn web-mañ : (voir le site)