Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Annonce -
Petra 'zo nevez e brezhoneg 'ba 'r vro e miz Du 2021 ?

Kinniget 'vez deoc'h gant skipailh Brezhoweb (Claire, Katell, Nikolaz, Florent), un deiziataer bep miz 'vit lakaat war-wel al levrioù, an darvoudoù, an abadennoù radio pe ar videoioù nevez da welet e brezhoneg.

Florent Grouin pour BREZHOWEB le 3/11/21 18:10
Petra 'zo nevez e brezhoneg e miz Du 2021 (Deiziataer Brezhoweb) : Petra 'zo nevez e brezhoneg 'ba 'r vro e miz Du 2021 ? Setu ar pezh a vo kinniget deoc'h deoc'h gant Katell, Claire, Nikolaz ha Florent (levrioù, darvoudoù, videoioù, pladennoù...).
Réalisation : Brezhoweb
(674 vues)
53782_1.jpg
Deiziataer Brezhoweb miz Du.

Petra 'zo nevez e brezhoneg 'ba 'r vro e miz Du 2021 ? Kinniget 'vez deoc'h gant skipailh Brezhoweb, un deiziataer bep miz 'vit lakaat war-wel al levrioù, an darvoudoù, an abadennoù radio pe ar videoioù nevez da welet e brezhoneg.

Skignet ‘vez an deiziataer-mañ deiz kentañ ar miz (nemet ar Sul). Hini miz Du zo bet skignet gant levrioù nevez "Kezeg Direizh" ha "Fablennoù La Fontaine", video ar miz gant "Ar Redadeg 2021", ar "Festival Yaouank", ur podkast radio, ur bladenn nevez gant Annie Ebrel hag ur meziant a-feson e brezhoneg : VLC.

Deiziataer miz Du da welet ivez war Brezhoweb (Istitlet e brezhoneg hag e galleg)

Ma faot deoc’h kas deomp traoù da lakaat war-wel (Levrioù, pladennoù, abadennoù Radio, pezhioù-c’hoari pe darvoudoù all…), kasit anezhe da : Brezhoweb – LBK, Servij kelaouiñ, 32 straed / rue du Danemark, 56400 An Alre / Auray

Pe dre bostel evit an traoù all : contact [arobase] brezhoweb.bzh (skrivit [Servij kelaouiñ] ‘barzh titl ar postel)

Siwazh, ne vo ket posupl lakaat war-wel tout ar pezh ‘vo resevet ganeomp, ur choaz ‘vo ret d’ober gant ar skipailh, met hor seizh gwellañ a raimp ‘vit lakaat ur banne sklerijenn war ho labour.

Voir aussi :
mailbox
logo
An tele nemetañ e brezhoneg penn-da-benn ! Abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan, filmoù, teulfilmoù, tresadennoù-bev, rummadoù, sitkomoù... Adkavit an holl brogrammoù e brezhoneg war lec'hienn Brezhoweb war-eeun etre 6e noz ha 10e30 noz, pe er replay pa faot deoc'h.
Gwelout pennadoù all BREZHOWEB
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 7 multiplié par 2 ?