Skignet ‘vez an deiziataer-mañ deiz kentañ ar miz (nemet ar Sul). Hini miz Meurzh zo bet skignet hiziv, gant levrioù nevez "Lizig Priñsezig an Dour" ha "Krampouezh ha galetez e Breizh a-bezh", pladenn ar miz "Taol biz troad", video ar miz gant ar filmoù chakod sevenet da vare an Nedeleg, ur podkast radio, hag ur bochad teñzorioù niverel war lec'hienn TES.
Deiziataer miz Meurzh da welet ivez war Brezhoweb (Istitlet e brezhoneg)
Ma faot deoc’h kas deomp traoù da lakaat war-wel (Levrioù, pladennoù, abadennoù Radio, pezhioù-c’hoari pe darvoudoù all…), kasit anezhe da : Brezhoweb – LBK, Servij kelaouiñ, 2 straed / rue de Suède, Blok 02, 56400 An Alre / Auray
Pe dre bostel evit an traoù all : contact [arobase] brezhoweb.bzh (skrivit [Servij kelaouiñ] ‘barzh titl ar postel)
Siwazh, ne vo ket posupl lakaat war-wel tout ar pezh ‘vo resevet ganeomp, ur choaz ‘vo ret d’ober gant ar skipailh, met hor seizh gwellañ a raimp ‘vit lakaat ur banne sklerijenn war ho labour.