Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
breizh 5 sur 5
breizh 5 sur 5
- Communiqué de presse -
Raktres maen-sonn Breizh 5/5 war dachenn «Traonienn ar Sent»
Dre ma ‘z eus bet savet ur c’henemglev asambles gant kevredigezh Traonienn ar Sent, ez eus bet savet ur galv gant hini Breizh 5/5 a benn kavout arc’hant da sevel ur maen-sonn Breizh 5/5
Par Bertrand Nicolas pour Association \"Breizh 5/5\" le 20/03/17 8:24

Dre ma 'z eus bet savet ur c’henemglev asambles gant kevredigezh « Traonienn ar Sent » , ez eus bet savet ur galv gant hini « Breizh 5/5 » a benn kavout arc’hant da sevel ur maen-sonn « Breizh 5/5 » , hag a vo staliet en antre an draonienn e Karnoet (22).

Kizellet e vo e-giz-se ouzh ar maen-greun youl ar brasañ niver eus tud pemp departamant Breizh da welout Breizh adunvanet. Gant ouzhpenn 200.000 a dud e vo gwelet ar maen-sonn-se bep bloaz !

Koustañ a raio ar raktres-se 2.000 €, pa emañ kevredigezh « Traonienn ar Sent » o sikour « Breizh 5/5 » en un doare splann en ur brofañ ar maen-greun ruz. Evit labour ar c’hizeller ha staliañ ar maen en e blas e vo an arc’hant dastumet.

75 % deus an arc’hant klasket a zo bet dastumet hiriv an deiz. Neuze, degasit dimp ho sikour buan a-walc’h ma fell deoc’h kemer perzh en avantur bras-se.

Titouroù evit sikour ac’hantaouiñ ar maen-sonn a zo war lec’hienn ar gevredigezh :

(voir le site)