photos/40/40283_1.jpg
Ar priz lennegel Sten Kidna 2016 - levrioù àr ar renk
- Agenda -
Ar priz lennegel Sten Kidna a souten levrioù skrivet e brezhoneg
Krouet e oa bet e 2009, àr un dro get ar priz «Bernard Moitessier» (e galleg) er Bonoù. Enoriñ a ra ar priz Sten Kidna bep blez ur levr faltazi
Par Patrick Dréan pour Kerlenn Sten Kidna le 27/05/16 17:40

Krouet e oa bet e 2009, àr un dro get ar priz «Bernard Moitessier» (e galleg) er Bonoù. Enoriñ a ra ar priz Sten Kidna bep blez ur levr faltazi nevez e brezhoneg (romant pe danevelloù).

Ar skriv hag an embann e yezh ar vro a vez soutenet get ar priz-se, dre ur skoazell argant.

Ar blez-mañ evit ar wezh kentañ e vo ti-kêr an Alre a genlabouro get Kerlenn Sten Kidna evit aoziñ ar priz lennegel.

Roet e vo ar priz Sten Kidna e 2016 en Alre : d’ar sadorn 4 a viz Mezheven.

6 romant a zo àr ar renk ar blez-mañ hag a vo priziet get 9 ezel ar juri :

- Bara Brith, David ar Gall, Al Liamm, 2015

- Diskrap e Skabyar, Yann Gerven, Al Liamm, 2015

- Udora, Paskal an Intañv, Al Liamm, 2015

- N’eus ket a garantez eürus, Goulc’han Kervella, Skol Vreizh, 2015

- Dispac’h, Mikael Madeg, Kêredol, 2014

- Divemor, Pierre-Emmanuel Marais, Al Liamm, 2015

Gouiet muioc'h war al lechienn internet : www.ksk.bzh

Voir aussi sur le même sujet : levrioù, priz lennegel
Aozañ a ra ar gevredigezh Kerlenn Sten Kidna ur bochad obererezhioù a-hed ar blez evit saveteiñ ha dec'hel bev sevenadur Breizh, hag ar yezh dreist pep tra. Kinnig a ra neuze : kentelioù-noz, ur stummadur d'an daoulamm, stajoù berr dre soubidigezh, atalieroù (lenn, soniñ a veg...), monet er maez hag embannadurioù (ar gelaouenn An Dasson, un DVD àr ar c'hompren dre glevet...). Labourat a ra Kerlenn Sten Kidna abaoe muioc'h a 30 vlez e Bro an Alre.
[ Gwelout pennadoù all Kerlenn Sten Kidna]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 7) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons