-- Culture --
Publié le 18/12/20 11:25 -- mis à jour le 18/12/20 11:25

Gant al lec'hienn nevez flimm-flamm Keit Vimp bev, n'ho peus digarez ebet chom hep profañ ul levr, un albom, ur vandenn dreset, ul levrig haiku... d'ho familh ha d'ho mignoned !
Abaoe meur a daou-ugent vloaz emañ ti embann Yann-Fañch Jacq e Kreiz Breizh o kinnig levrioù a bep seurt, c'hoarioù kartoù, Gwezboell, ... d'ar re yaouank ha d'ar vugale. Ha peder c'hazetenn, mar plij ganeoc'h ! Rouzig, Louarnig, Toutouig evit ar re vihan hag ar gazetenn sizhuniek nemeti a zo e brezhoneg e Breizh : Ya !
Neuze evit kalonekaat an ti-embann, gant pevar den gopret, a labour e Kreiz Breizh hag a zo gouest d'ober kemend-all, gant ur budjet en arvar bep bloaz, sikourit anezho o profañ lennadoù plijus, enrolladennoù en linenn, konkourioù evit ar skolioù, skolajoù, liseoù, ur sell fresk ha plijus gant labourerien yaouank Kreiz Breizh o labourat e kalon ar vro, e brezhoneg bemdez.Trugarez dezho ha trugarez d'an holl genlabourerien a youl-vat a gendalc'h gant un avañtur dispar !
Evit dizoleiñ al lec'hienn, selaou mouezh flour Sten Charbonneau hag e skipailh evit pennadoù levrioù Priz ar Vugale ha Priz ar Youankiz, evit prenañ levrioù Nedeleg, amañ emañ :
https://www.keit-vimp-bev.com/fr-br/
- L'éditeur Yoran embanner en difficulté par Yoran Embanner le 02/12/2018
- ABER a embann Temptadur ar c’hloareg Frañsez, Romant gant Goulc’han Kervella par Éditions Aber le 11/08/2018
- Skleur en noz gant Pierrette Kermoal (eil embannadur) par Éditions Aber le 14/10/2016
- Aber a embann : Levr ar Janglenn, gant Rudyard Kipling, brezhoneg gant Mari Elen Maze par Éditions Aber le 13/10/2016
- Ur romant polis mod nevez da vout embannet e miz Here par FC le 12/07/2015
- Istor Breizh kontet d'ar vugale, embannadurioù Beluga par Coop Breizh le 26/05/2015
- Pa vez brav ha fromus ur film eo ret embann anezhi, ket ? par Taol Kurun le 23/11/2014
- Histoire des Templiers en Bretagne (Yoran Embanner) par Christian Rogel le 16/08/2014
- « Gueule cassée - Lom ar geol », Yvon Ollivier chez Yoran Embanner par Bretons du Monde - OBE le 16/07/2014
- An Avel en Haleg: un nevezenti gant An Alarc'h embannadurioù par An Alarc'h le 03/07/2014
- Shining, un nevezenti embannaet gant Mouladurioù Hor Yezh par Mouladurioù Hor Yezh le 01/07/2014
- An Erminiged, embannadurioù Beluga par Coop Breizh le 02/12/2013
- Loened Breizh, embannadurioù Beluga par Coop Breizh le 29/11/2013
- Nadoz-Vor Embannadurioù - Ar "Memento du Bretonnant" gant Tangi Malmanche, da vezañ adembannet par Nadoz-Vor Embannadurioù le 10/10/2013
- Kemennadenn a-berzh Embannadurioù ABER par Éditions Aber le 02/09/2013
Vos commentaires :