photos/37/37707_1.jpg
Bugale skol Pleuigner
- Communiqué de presse -
Gant piv e yelo ar maout diriaou er Faou ?
Eizhvet priz ar vugale, gant 26 skol Diwan ha divyezhek, gant votadeg 300 bugel evit unan eus ar pevar levr lennet ganto
Par Fanny Chauffin pour FC le 22/06/15 22:46

Eizhvet priz ar vugale, gant 26 skol Diwan ha divyezhek, gant votadeg 300 bugel evit unan eus ar pevar levr lennet ganto

Kalonekaat al lenn evit ar vugale, sed aze pal ar gevredigezh fea, aozet ganti Priz ar Yaouankiz abaoe 2004.

101 levr embannet e korf 11 bloavezh, 10 all o tont er maez evit saloñs al levrioù Karaez.

Plijet e oa bet skol Brieg "dreist 'm eus kavet hag ar skolidi ivez" eme ar skolaer. "Plijet int muioc'h gant ar fent eget ar varzhoniezh", a ouzhpenn Gwenole eus skol Yann XXII e Gwitreg. "Plijet-bras eo bet ar vugale, ha me ivez !" a lâr Lenaig eus Skol Diwan Roazhon. Bugale Diwan Pempoul a zo bet plijet gant Haruto "peogwir e oa tost ouzh ar gwirvoud. Fromus eo ivez".

Diriaou o tont, e klas Valerie e Diwan ar Faou e vo eskemmoù etre ar skrivagnerien hag ar vugale, displeget e vo ganto perak e oant bet plijet gant levr-mañ levr hag e vo roet ar prizioù. Lennet e vo ganto pennadoù al levrioù.

Ar pevar levr lennet ganto :

- Pelec'h emañ an tad Nedeleg ? Kristian ar Bras

- Haruto skrivet gant Milena Krebs

- Prinsez Mariana gant Myriam Guillevic

- Yann, Naig hag an aerc'houant, skrivet gant Armel ar Sec'h

Voir aussi sur le même sujet : lennegezh, diwan, krouidigezh