Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Lann ar Menez Hom
Lann ar Menez Hom
- Chronique -
Haiku bugale Diwan Kemper
Un doare all da sevel haiku : mont en ur c'hlas, lakaat anezho da labourat war ar gerioù
Par Fanny Chauffin pour FC le 18/06/15 0:59

Un doare all da sevel haiku, mont en ur c'hlas, lakaat anezho da labourat war ar gerioù anavezet ganto, ur ganaouenn "E kreiz an noz", an avel viz, an avel glouar ...

Gant ma mignoned

o c'hoari bleiz gant

an avel dous. Piaw

Er gambr o kousket

ar prenestr o stlakañ

gant an avel spontus. Neila

Ur gorventenn spontus

war an hent e nijan

n'ouzon ket penaos. Yuna

O lenn emaon

an avel dous o flourañ

ma fenn. Erynn

Barradoù avel

gleb-teil omp

ma c'hi ha me. Amael

Voir aussi :