Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/30/30600_1.jpg
Maela o lenn "Deomp Slowly"
- Communiqué de presse -
Pierre-Emmanuel Marais hag Olier Biguet trec'h evit Priz ar Vugale 2013
Gourc'hemennoù d'an Naonediz : berzh o deus graet an daou istor \"Deomp Slowly !\" hag \"Ar voest\" gant al lennerien yaouank
Par Fanny Chauffin pour Festival Taol Kurun le 24/06/13 20:18
:

Gourc'hemennoù d'an Naonediz : berzh o deus graet an daou istor "Deomp Slowly !" hag "Ar voest" gant al lennerien yaouank

Deuet e oa Olier Biguet, Anthony Renaudin ec'h anv bluenn da welout bugale Skol Diwan Kemperle. Aketus-tre e oant pa oa bet kontet penaos en doa graet evit sevel an daou romant evit ar re yaouank : "Iskisat breur bihan" (bet Priz ar Yaouankiz 2012 gant ar re 6vet/Pevare) hag "Ar voest".

109 skoliad a oa ar bloaz-man, o tont eus 10 skol dishenvel (Gwitalmeze, Pleuigner, An Oriant, Landerne, Perwenan, Lesneven...), e kelc'h 3.

Displeget en doa Olier penaos en doa kemeret un istor gwir evit sevel istor "ar voest". Kaset oa bet gant mamm-gozh Olier e-pad an eil brezel bed d'ar C'hommandantur fuzuilh he zad. Met chom a rae un eil a zo bet lakaet en ur voest, nepell eus skol Diwan... Naoned.

Plijet e oant bet skolidi Diwan Kemperle gant ar pevar levr a zo bet kinniget dezho, met Slowly, ar jav a gomz a zo bet dibabet an aliesan : sonjit'ta, ur jav kad da jedin gwelloc'h eget ar vugale, hag a oar komz ouzhpenn da se ... !

Ar pevar levr :

1- "Deomp Slowly", Pierre Emmanuel Marais

2- "Ar voest", Anthony Renaudin / Olier Biguet

3- "Un hunvre aet da wir", Jakez Erwan Mouton

4- "Gad Nenenn", Fanny Chauffin

Voir aussi sur le même sujet : lennegezh, priz ar yaouankiz, diwan