Abaoe 10 vloaz e vez aozet gant ar gevredigezh fea ur c'honkour anvet "Priz ar Yaouankiz" evit ar re vras (kentan hag eil derez) ha "Priz ar Vugale" evit ar re a oar lenn er c'hentan derez.
Penaos kemer perzh ? Sevel ur skrid 40 000 sin (ur romant pe un dastumad danevelloù) evit ar re vras hag ur skrid 12 000 sin evit ar re vihan (skrivet e kentan gour, gant un dudenn pennan a oad gant bugale fin kelc'hiad III). Ur wech skrivet, difazian ar muian posubl, gant adlennerien strizh, da c'houde kas d'ar chomlec'h afea [at] laposte.net a-raok distro-skol vakansoù Pask. Bodet e vo ur juri penn kentan miz Even. Ur juri dishenvel bep bloaz, gant lennerien yaouank ha kozh, plijet gant al lenn hag al lennegezh evit ar yaouankiz.
Goude e vo embannet gant Keit Vimp bev :
- pevar levrig evit ar re vihan (Priz ar Vugale)
- tri levr evit ar re a zo e 6vet/4re
- tri levr evit ar re a zo e 3de/lise
Da vezan prest evit an distro-skol 2013/2014.
Evit kaout muioc'h a ditouroù : 06 79 14 96 87
Ar re a zo lennet gant ar re yaouank e bloavezh 2012/2013:
Priz ar vugale
"Un hunvre aet da wir", Jakez-Erwan Mouton
"Deomp slowly", Pierre-Emmanuel Marais
"Gad Nenenn", Fanny Chauffin
"Ar voest" Olier Biguet
Priz ar Yaouankiz Trede/Lise
"Eus ur steredenn d'eben", Paol ar Meur
"Daou dre gant", Milena Krebs
"Chase Vaeleg", Umran Asovar
Priz ar Yaouankiz 6vet/Pevare
"Kevrin an Enezenn", Mai Ewen
"Marvet war vor", Yann Bijer
"Bro gozh Mamadou", Paskal Hervio