- Communiqué de presse -
Brezhoneg ebet, taos ebet
Un ezel eus hor c'hevredigezh, an Ao. Kevin Blackwell, hag a zo o chom e Reoz e Bro-Wened, en deus diaezamantoù gant ar justis c'hall. Nac'hañ a ra ent gwir paeañ an taos skinwel d'an Teñzor diwar an abegoù da heul : amzer zister lakaet d'hor yezh war ar chadennoù
Par Bertrand Deléon pour BEMDEZ le 28/09/05 13:56

Un ezel eus hor c'hevredigezh, an Ao. Kevin Blackwell, hag a zo o chom e Reoz e Bro-Wened, en deus diaezamantoù gant ar justis c'hall. Nac'hañ a ra ent gwir paeañ an taos skinwel d'an Teñzor diwar an abegoù da heul : amzer zister lakaet d'hor yezh war ar chadennoù stag ouzh ar gwazva foran hag abadenn vrezhonek ebet er skinwel nag er skingomz e Breizh-Uhel pa 'z eo ret dezhañ ha d'e verc'h brezhonegerez anezhi gouzañv abadennoù skinwel rannvro Pétain e departamant ar Mor-Bihan.

Gant-se e c'houlenn ar stourmer-se bezañ harpet gant Skoazell Vreizh ha kaout ur breutaer eus he bodad breutaerien a-benn talañ ur wezh diwezhañ kent ma vo silet an taos-mañ gant an dell war ar gopr. A-hend-all, un ezel all eus hor c'hevredigezh, an Ao. Herve Bossard, a zlee 6.861,31 € c'hoazh da Guzul Departamant ar Mor-Bihan ha d'an D.D.E. diouzh disoc'h prosez e galv al Lun 13 a viz Mezheven 2005, bet e Lez-Varn an Oriant, evit bezañ degaset da soñj dezho dre zuañ panelloù-heñchañ ag ar gefredi gwazva foran a zo dezho e-sell ar brezhoneg.

Gant Bemdez e vez kinniget obererezhioù a bep seurt, pep tra diouzh al lezenn, a-benn kas hor sevenadur war-raok hogen n'eus ket peadra da vezañ souezhet pa 'z eus un darn eus he izili aet skuizh gant he doare da stourm keit na ziskouez dilennidi Breizh kement a youl evit selaou goulennoù Breizhiz.

Evit Bemdez, ar c'hadoriad, Bertrand Deléon.

Kevredigezh BEMDEZ Ti ar c'hevredigezhioù 6 straed ar Govuerezh 56 000 GWENED – BREIZH – Pgz 06 11 51 43 15. (voir le site)

Voir aussi sur le même sujet :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 4) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons