Adalek al Lun 9 betek ar Gwener 13 a viz Eost 2010
Abaoe bloavezhioù e oa bet kinniget gant Kalon Plouha stajoù brezhoneg gant Roudour hag ur stal c'hoariva gant Bob Simon. Muioc'h da zibab a vo kinniget d'ar bloaz-mañ. Kentelioù berr a vo kinniget evit reiñ un tañva d'ar brezhoneg d'ar re na ouzont ket c'hoazh hor yezh, kentelioù Kan ha Diskan, un diskouezadeg prestet gant an Ofis, ur saloñs al levrioù, baleadennoù e brezhoneg, ...
Ur staj brezhoneg 3 live gant Roudour
Gant tud a vicher e vo kinniget deoc'h ur staj 5 devezh hag a c'hell bezañ diwar goust stummadur dibaouez ho embregerezh
Titouroù hag enskrivadur : (voir le site)
Pgz : 02 98 99 75 81
Ur stal c’hoariva gant Bob Simon
Anavazet eo Bob Simon e Breizh a-bezh , unan eus gwellañ aktourien ar vro. Evit ar re a fell dezho gwellaat o doare-distagañ en un aergelc'h plijus.
Enskrivadur gant Kalon Plouha. 120 € pe 90 € (studierien, tud dilabour, …)
Kentelioù Kan a-Diskan
War 5 devezh, 1e30 bemdez gant Gilbert Philippe ha Gilbert Donval , daou ganer mil-anavezet e bro Gwengamp.
Enskrivadur gant Kalon Plouha : 40 €
Ur sonadeg klavisim
E chapel Kervaria, d'ar merc'her 11 a viz Eost, ur sonadeg sonerezh barok gant Claude Nadeau (buhezourez divyezhek gant Radio Breizh Izel).
Ur veilhadeg d'ar gwener 13 d'abardaez
Digor d'an holl, war lerc'h ar pezh bihan c'horiet gant stajidi Bob e vo kaset en-dro an dansoù gant stajidi Gilbert ha Gilbert.
Tu vo da zebriñ a-gevret war al lec’h da greisteiz (30 €/4 fred).
(voir le site) pajenn degemer
(voir le site) evit sellout ouzh ar staj 2009
Plijadur a vo, me ’lâr deoc’h !
Enskrivadurioù :
Kalon Plouha
18 straed Pouldouran
22580 Plouha
Prezidantez : Jeanine Spell
Pellgomz : 02 96 22 49 79
kalon.plouha [at] wanadoo.fr
Pgz : 02 96 22 49 79
Titouroù war : (voir le site)
Lojañ
Titouroù gant Ofis ar Tourism Lanvollon-Plouha : (voir le site) : clik war hébergement
.