Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/17/17526_1.gif
- Communiqué de presse -
Sinet en deus Ofis ar Brezhoneg un emglev kenlabour diwar-benn Ya d'ar brezhoneg gant Euskadi ha Katalonia
Ofis ar Brezhoneg, Ziurtagiriaren Elkartea (Euskadi) ha 7dquatre (Katalonia) o deus sinet un emglev kenlabour evit kas war-raok hor yezhoù er vuhez foran, dre ar c'houlzad Ya d'ar brezhoneg, Bai
Par Visant Roue pour Office de la Langue Bretonne 44 le 25/02/10 5:25

Ofis ar Brezhoneg, Ziurtagiriaren Elkartea (Euskadi) ha 7dquatre (Katalonia) o deus sinet un emglev kenlabour evit kas war-raok hor yezhoù er vuhez foran, dre ar c'houlzad Ya d'ar brezhoneg, Bai Euskarari, Si al catala.

Da-geñver lid-roidigezh labelioù « Bai Euskarari » (labelioù par d'ar re Ya d'ar brezhoneg) e Donostia e su Euskadi ez eus bet sinet un emglev gant div gevredigezh euskarat ha katalanat, Ziurtagiriaren Elkartea ha 7dquatre.

Pal « Ziurtagiriaren Elkartea » eo brudañ ar c'houlzad Bai Euskarari evit diorren implij an euskareg er gevredigezh keodedel. Diwar skouer ar c'houlzad-se eo ganet Ya d'ar brezhoneg. Ur bern kevredigezhioù hag embregerezhioù a gemer perzh er c'houlzad-se en deiz a hiziv hag ouzhpenn 1500 anezho zo bet labelaet c'hoazh. (voir le site)

« 7dquatre » , eus he zu, a ro skoazell d'ar c'hevredigezhioù ha d'an embregerzhioù da ziorren implij ar c'hatalaneg en o mont en-dro dre sevel troidigezhioù evito, embann dafar e katalaneg. Labourat a ra gant ar strollegezhioù lec'hel ivez a-benn diorren oberoù fetis evit ar yezh. Emañ o paouez lakaat war sav ur c'houlzad tost heñvel ouzh hini Euskariz hag ar Vretoned.

Sinet eo bet an emglev d'ar 14 a viz Kerzu 2009 zo e bal eskemm war an doareoù gwellañ da gas hor yezhoù war-raok ha rannañ skiant-prenet pep hini. Evit bloaz eo bet sinet an emglev evit ar mare. Graet e vo ar bilañs a-benn bloaz ha dielfennet e vo asambles an oberoù kaset da benn gant pep framm.