Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Evit reiñ ar galloud d'ar Rannvro war ar gartenn-skol
Laouen eo Div yezh, kevredigezh tud skolidi evit ar c'helenn brezhonek er skol bublik, o welet ez eus bet degemeret a-unvouezh gant ar C'huzul Rannvro, ur mennad eus an tu enep, UMP-Nouveau centre, war verañ kartenn-skol ar c'helenn brezhonek gant ar Rannvro.
Par Paul Molac pour DIV YEZH le 23/01/09 3:13

Laouen eo Div yezh, kevredigezh tud skolidi evit ar c'helenn brezhonek er skol bublik, o welet ez eus bet degemeret a-unvouezh gant ar C'huzul Rannvro, ur mennad eus an tu enep, UMP-Nouveau centre, war verañ kartenn-skol ar c'helenn brezhonek gant ar Rannvro.

Dont a ra ar mennad-se e koulz hag e kentel da harpañ goulenn ar prezidant Drian hag an tu kreñv er rannvro ouzh ar Ministr kentañ d'ar Rannvro da dapout ar galloud d'ober war-dro kartenn-skol ar c'helenn brezhonek.

Ken laouen all eo Div Yezh o welet an holl zilennidi rannvro o tifenn ar brezhoneg hag a chomo yac'h ha bev mar bez ledanaet mat ha buan ar c'helenn anezhañ da gentañ penn. An ersav poellek-se a-berzh ar C'huzul Rannvro a eneb krenn ouzh hini renerien ar Post hag a gred c'hoazh ren ur politikerezh drastus e-keñver ar brezhoneg.

Fiziañs mat hon eus ez ay hon renerien vroadel a-unan gant ar youl-se da reiñ lañs d'ar c'helenn brezhonek. Kontañ a reomp war hon dilennidi rannvroel, a bep kostezenn, evit pouezañ eus holl nerzh o levezon evit ma vo uhel ha mennet-kaer al lezenn da zont war ar yezhoù rannvro.

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 7) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons