Ul lodenn eus ar studiadenn tribloaziek-mañ, “ar re yaouank hag o strategiezh kelaouiñ”, a denn d’ar re yaouank, ar brezhoneg hag ar gallaoueg. KRTY Breizh zo aet e darempred gant

Ul lodenn eus ar studiadenn tribloaziek-mañ, “ar re yaouank hag o strategiezh kelaouiñ”, a denn d'ar re yaouank, ar brezhoneg hag ar gallaoueg. KRTY Breizh zo aet e darempred gant Arsellva Implij ar Yezhoù evit kenlabourat war al lodenn-se.

Kenfeur ar re yaouank mestroniet div yezh ganto estreget ar galleg hag ar brezhoneg
Kenfeur ar re yaouank mestroniet div yezh ganto estreget ar galleg hag ar brezhoneg autre

Diwar 3914 goulennaoueg ez eus bet labouret. Meur a ditour talvoudus zo deuet war wel.

Da gentañ, ar braz eus ar re yaouank (15-29 bloaz) a anavez un den tost dezho a oar brezhoneg (73% e Penn-ar-Bed, 60% e Aodoù-an-Arvor, 52% er Mor-Bihan ha 43% en Il-ha-Gwilen).

Da eil emañ ar vrezhonegerien yaouank o chom e kêrioù bras kentoc'h (37% anezho), muioc'h eget ar re na ouzont ket brezhoneg (18%). Er c'humunioù bihan avat (dindan 2000 annezad) n'eus nemet 13% eus ar vrezhonegerien (21% eus ar re na ouzont ket brezhoneg). Un dra nevez eo evit ar brezhoneg.

Tud diplomet eo ar vrezhonegerien yaouank ivez : 88% anezho o deus ouzhpenn ar vachelouriezh (46% evit an nann-vrezhonegerien).

Tra ziwezhañ, barrekoc'h war ar yezhoù int eget ar re n'o deus ket bet a vrezhoneg pa oant bihan : 60% anezho a lavar int gouest da gomz 2 yezh all estreget ar brezhoneg hag ar galleg (30% evit ar re na ouzont nemet galleg).

Evit ar gallaoueg e teu war wel n'eo ket ken anavezet : 82% eus ar re yaouank a lavar n'o deus klevet gallaoueg tro-dro dezho. 49% a lavar e ouzont ez eus eus ar gallaoueg memes tra. 1 den yaouank diwar 10 a zisklêr e oar un tamm gallaoueg (8% a anavez gerioù dre gomz, 1% o deus ur varregezh mat a-walc'h war ar gallaoueg, 1% ur varregezh mat-tre).

Ur studiadenn dalvoudus neuze a vefe mat adober en dazont evit gwelout an emdroadurioù.

Documents liés

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus