Mazeas ar c\\\'higer, gant strollad Kallag

Pezh c\'hoari diwezhañ strollad Kallag, c\'hoariet en Oriant d\'ar sul 11 a viz Here. Grennamzer, fent, ha plijadur !

E sal ar pevar Avel, setu strollad Kallag o c'hoari ar pezh o deus troet deus ar galleg, skrivet diwar Eduardo Manet (c'hoariet e Avignon e 1986). Simpl eo an

E sal ar pevar Avel, setu strollad Kallag o c'hoari ar pezh o deus troet deus ar galleg, skrivet diwar Eduardo Manet (c'hoariet e Avignon e 1986). Simpl eo an istor : c'hoant en deus Mazeas ar c'higer dont da vrezeliñ, bezañ adoubet, bout ur gwir marc'heger, met tamm ha tamm, ken dipitet eo gant istor e familh, ha trubuilhoù bet kaset gant ar brezel, dont a ra da vezañ "na fur, na sot", ur sant marteze ....

An den dort, c'hoariet gant Yann-Per Derredel a sikour anezhañ da bareañ soudarded gloazet o tennañ dezho biroù, tammoù kontili chomet en o pennoù... C'hoarzadegoù a zo bet kalzig (doare Monty Python, gant ur gador ruilh, lunedoù pell, boestoù made in Breizh...), ha c'hoariet brav eo, evel boaz gant ar strollad-se a zo deuet da vezañ unan deus ar re vrudetañ e Breizh.

Kaset al labour leurenniañ gant mamm ar c'higer Mazeas, aktourez, leurennierez : Mari-Elen Morvan. Brezhoneg saourus bro Dreger a zo ganti ha gant an darn vrasañ deus he skipailh, daoust d'an taol mouez Breizh Veur a zo gant un aktourez nevez. Ur gwir blijadur eo gwelout anezho bewech hag emaint o treiñ war ur bern leurennioù e Breizh.

Da welout bremaik e Lokoal Mendon, gant div abadenn, unan evit ar re yaouank : 2e30 e sal Emeraude "Avanturioù ar mab Hemon" ha "Mazeas ar c'higer" da 8e45 d'ar gwener 23 a viz Here.

evit gouzout hiroc'h : http://www.teatr-brezhonek.org/index.php?page=26

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...