Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
ti-gar plouared-treger oberenn Ai'ta!
ti-gar plouared-treger oberenn Ai'ta!
- Communiqué de presse -
SNCF : BREZHONEG  = YEZH  ESTREN : oberenn Ai\'ta ! e ti-gar Plouared-Treger.
Ur banellerezh servij nevez-flamm zo staliet er mare-mañ gant an SNCF en holl dier-gar Breizh war-vord linenn nevez an tren tizh bras (TTB) ac'hann da 2017. Lakaet eo bet ar
Par Tangi Gicquel pour Ai\\'ta ! Bro Dreger le 1/12/15 22:24
:

Ur banellerezh servij nevez-flamm zo staliet er mare-mañ gant an SNCF en holl dier-gar Breizh war-vord linenn nevez an tren tizh bras (TTB) ac'hann da 2017. Lakaet eo bet ar panelloù kentañ-mañ e tier-gar PLOUARED ha KEMPERLE e miz Du.

Ur giladenn da vat eo raktres an SNCF. Ul lodenn hepken deus ar skridoù a zo e brezhoneg (a-live gant ar saozneg) ha skrivet kalz bihanoc'h evit ar galleg, daoust d'ar bannelerezh divyezhek par ouzh par a oa bet kroget da vezañ staliet e tier-gar zo e Breizh.

Da lâret eo emañ lakaet ar brezhoneg da yezh estren en he bro !

Skubañ a ra ivez an SNCF an taolioù-arnod savet e tier-gar zo, evel hini Landerne abaoe 2008, ha nevez zo en tier-gar THR gant ar Rannvro e Menezalban, Mousterel-an-Il hag Ifinieg.

Daoust da lizhiri niverus kaset d'an SNCF gant strollegezhioù lec'hel (Redon, Kemper, Kemperle, Gwengamp, Plouared …), skoazell pemzek kannad ha senedour bennak deus Breizh hag ur mennad a-berzh Kuzul Sevenadurel Breizh e nac'h an SNCF goulenn reizh ur gwir panellerezh divyezhek gant ar brezhoneg par d'ar galleg e tier-gar ar vro !

Ne zouj ket kennebeut ouzh ar c'henemglev war yezhoù Breizh etre ar Stad hag ar rannvro, bet votet d'ar 15 a viz Here e-kerzh dalc'h diwezhañ ar c'huzul rannvro, «kenemglev a-ziforc'h evit treuzkas yezhoù Breizh ha diorren o implij er vuhez pemdeziek» e anv.

En teul-mañ eo meneget sklaer el lodenn « treuzdougen publik» : «C'hoant he deus ar rannvro ma vo lakaet e pleustr gant merourien an danframmoù hag an treuzdougen ur banellerezh divyezhek galleg-brezhoneg par ouzh par evit degemer an implijerien!» .

Foutañ a ra goap an SNCF deus ar vrezhonegerien. Dilennidi ar c'huzul rannvro a ra ivez abalamour n'o deus ket goulennet groñs ma vo doujet ouzh c'hoantoù an dud e Breizh !Gant se e c'houlennomp groñs ma vo staliet en holl dier-gar deus ar vro ur bannelerezh doujus deus ar brezhoneg hag efedus. Goulenn a reomp ivez ma vo kemeret ar brezhoneg e kont er mekanikoù, er c'hemennoù dre gomz, ha lakaet war-wel an implidi a oar brezhoneg...