Rando Bro Gwened - 5 ved bloaz Derc'hel a ra Rando Bro Gwened d'ho lakaat d'ober anaoudegezh gant argoad ar Mor Bihan dre hentoù ar Sterwenn ha Sent-Teve d'ar sul 10

Rando Bro Gwened- 5 ved bloaz

Derc'hel a ra Rando Bro Gwenedd'ho lakaat d'ober anaoudegezh gant argoad ar Mor Bihan dre hentoù ar Sterwenn ha Sent-Teve d'ar sul 10 a viz Here 2010.


Loc'hañ a Vongolerian

4 zroiad

Ar 5 km (evit ar familhoù gant c'hoarioù...), an 9, 18 ha 25 km (sandwich, evaj ha tout).

Deuit da bourmen war an hentoù kaer.

Adalek 8 e 30 betek 3 e goude-kreiztez evit ar re a ra ar 5 km pe an 9 km.

Kuitaat a-raok kreiztez evit ar re a ra 18 km pe 25 km. (Boued hag evaj hed-ha-hed an hentoù.)

Fest-deiz digoust war al lec'h loc'hañ, debriñ war al lec'h.

Dastum an traoù lous bet lezet gant an dud bord an hent.

Tombola fin an devezh.

Marc'had bio etre 11 e ha 5 e noz.

Animationoù digoust evit tout an dud.

Evit goût hiroc'h : http://randogolfe.free.fr.


Skrivañ deomp dre postel : randogolfe@free.fr

Evit en em enskrivañ en a-raok.

Strollad (dre 6) : 3 € (war al lec'h 4 €)

Tud vras : 4 € (war al lec'h 5 €)

Bugel etre 12 ha 15 vloaz : 2 € (war al lec'h : 3 €)

Izili FFR : 3 €

Ur prof evit ar 500 kentañ balerien enskrivet.

Amañ da heul ar chekenn (war anv Rando Bro Gwened)

Chomlec'h :

Rando Bro Gwened

Kerchoux

56250 Elven


Un ditour bennaket :

Troiad 5 km savet evit ar familhoù gant bep a brof evit ar vugale. Hed-ha-hed an droiad-mañ e vo kavet :

C'Hoarioù ampartiz ;

C'Hoarioù koad ha danvezioù naturel ;

C'Hoari ar 5 skiant ;

Divinadelloù ;

Arz natur (Land Art) diwar tem ar gwez ;

Ur ger kuzh da zivinañ ;

Konterien.

Ezhomm ho po ouzhpenn un eur evit profitañ eus tout ar jeuioù.

Peadra da zegas c'hoant d'ar vugale da gerzhet e-pad 5 km.

Rando Bro Gwened

L\'association Rando Bro Gwened organise des randonnées animées ayant pour but de faire découvrir le Pays de l\'Argoat du Morbihan. défendre et promouvoir le patrimoine local, la culture bretonne, les associations et artistes locaux, la langue bretonne. Sensibiliser autour de la protection de l\'environnement. Mettre en valeur les sentiers publics et privés. En savoir plus