Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Pornizh er penn a-raok : kroget eo gant Ya d'ar brezhoneg el Liger-Atlantel.
Al lid-sinañ a oa bet aozet e ti-kêr Pornizh d'ar Gwener 7 a viz Kerzu 2007 dirak an Ao. Philippe Boënnec, kannad ha maer, an It. Catherine Pasquier, kentañ eilmarez e karg eus ar sevenadur, hag an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg. Pornizh, e bro Raez, a
Visant Roue Par Office de la Langue Bretonne le 11/12/07 11:28

Al lid-sinañ a oa bet aozet e ti-kêr Pornizh d'ar Gwener 7 a viz Kerzu 2007 dirak an Ao. Philippe Boënnec, kannad ha maer, an It. Catherine Pasquier, kentañ eilmarez e karg eus ar sevenadur, hag an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg.

Pornizh, e bro Raez, a labour ingal gant an Ofis abaoe 2001. Divizet he deus stardañ kreñvoc'h al liammoù-se dre sinañ ar garta “Ya d'ar brezhoneg” evit tapout al label live 1 a-benn 2 vloaz, gant 6 ober da gas da benn. An ober kentañ, hag a zo tost echu, a zo bet graet mat-tre. Panelloù mont-e-maez ha mont-tre er gumun a vo holl divyezhek, an div yezh diskouezet par-ha-par. Abaoe bloavezhioù e kemer perzh ti-kêr Pornizh e koulzad brudañ ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet dre ziskouez un 30 skritell vras bennak en e rouedad arsavioù-bus. Ur skoazell brizius eo evit brudañ ar brezhoneg ha Kelc'h keltiek Pornizh. Divizet en deus ar C'huzul-kêr ivez fiziañ en Ofis ur studiadenn war an anvioù-lec'h a-benn anavezout gwelloc'h istor ar brezhoneg e korn-bro Pornizh. En div yezh e vo gallet dizoleiñ ar glad a-benn nebeut, dre ma vo staliet ur maen-koun e-harz ar c'hastell. Mod-all, pajennoù zo war lec'hienn an ti-kêr a vo lakaet e brezhoneg. Ouzhpenn-se ez eus bet sinet etre ti-kêr Pornizh hag an Ofis ur gevrat kefridi a embann sklaer youl ar C'huzul-kêr d'ober ul labour padus ha da heuliañ an engouestloù kemeret evit ar brezhoneg, gant skoazell deknikel an Ofis.

Cet article a fait l'objet de 1703 lectures.
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 1 multiplié par 3 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons