Dre ar gemennadenn-mañ ec'h embann LBDH ez eo kenskoazell gant holl dud « skol Diwan Montroulez (bugale, implijidi, tud ar vugale…), hag a zo en arvar er mare-mañ evit ar

Dre ar gemennadenn-mañ ec'h embann LBDH ez eo kenskoazell gant holl dud « skol Diwan Montroulez (bugale, implijidi, tud ar vugale…), hag a zo en arvar er mare-mañ evit ar pezh a sell ouzh o zi-skol, abalamour d'un diviz bet kemeret gant maerez (tu dehou) ar gêr-se. »

Merzout a reer ez eo bet kemeret an diviz-se un nebeud deizioù goude ma vefe bet paket fall Marc le Fur gant jakobined washañ e strollad politikel e-pad an diviz diwar-benn ar yezhoù rannvro bet aozet er voadeg vroadel. Gwir eo ez eo bet degemeret ar reizhadenn diwar-benn ar yezhoù rannvro gant ar vodadeg vroadel, met dav eo kadarnaat anezhi er c'hendalc'h, ha n'eo ket gant ar reizhadenn-se e vo saveteet ar brezhoneg. Kalz muioc'h emeur o c'hortoz.

Chañsoù zo e profitfe Marc le Fur evit embann krenn-ha-krak e skoazell d'ar skol dre soubidigezh, nemet ma vefe graet kemend-all abretoc'h gant Jean-Jacques Urvoas, e anv ar PS. Na pet gwech hon eus lavaret e talveze lakaat ar brezhoneg da c'hlad « da vezañ sur, da viken, ez afe da get, pe e teufe da vezañ ur seurt mirdi. War a seblant e fell da itron vaer Montroulez mont war an tu-se, hag en ober buan ouzhpenn. » Merzout a reomp ivez n'eus tamm rann ebet er strolladoù politikerezh gall pa vez anv eus kelenn ar brezhoneg : tu dehoù pe tu kleiz, holl asambles ! Skouerioù all a zo bet n'eus ket pell zo : er Chapel Nevez (skol Diwan), e Lannuon ( evit a sell ouzh an anvioù-lec'h) pe e Douarnenez (digeriñ ur rann divyezhek en un eil skol bublik). Ha c'hoazh, kalz hiroc'h eo al listenn.

Pa vez anv a zifenn ar republik c'hall e vez aozet ur gwir dalbenn vroadel, memes ma ranker tremen e-bioù d'an emglevioù etrevroadel ha ne vezont na sinet na kadarnaet gant ar stad c'hall, evel 30vet mellad Kenemglev etrevroadel gwirioù ar vugale, meneget ennañ : « er Stadoù enno minorelezhioù dibar a-fet etniezh, relijion pe yezh pe henvroidi, ne c'haller ket mirout ouzh bugale ar strolladoù tud-se a gaout gwir da gaout o sevenadur dezho, o relijion dezho, ha da implij o yezh gant holl izili all o strollad. » Pa ouezer e vo ar stad c'hall e penn Unvaniezh Europa a-benn nebeut, ez eus peadra da soñjal « ne chom tamm kred ebet d'ur stad he deus paket kement a zale e-keñver doujañ ouzh ar minorelezhioù hag o yezhoù. »

E anv LBDH M. Herjean

Ligue Bretonne des droits de l'Homme

L’objet de l’association est de combattre l\'injustice et toute atteinte arbitraire aux droits d\'un individu, d\'un peuple ou d\'une nation. Elle défend les principes d\'égalité, de liberté, de solidarité et d\'humanisme sur lesquels se fondent les sociétés démocratiques. En savoir plus