Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Rapport -
Krouidigezh ar festival : brav an abadenn, treut plas istor ha yezh ar vro ...
Tost kant den war al leurenn : kelc'h Eostiged ar Stangala, bagad Meilhoù Glas, seizh soner hag ur c'haner, ha daou gomedian. Filmoù kozh, video a-vremañ. Ur sal a galite,
Fanny Chauffin pour ABP le 23/07/10 17:03

Tost kant den war al leurenn : kelc'h Eostiged ar Stangala, bagad Meilhoù Glas, seizh soner hag ur c'haner, ha daou gomedian. Filmoù kozh, video a-vremañ. Ur sal a galite, unan deus an dek sal wellañ a zo e Breizh.

Kinniget oa bet an abadenn e galleg, siwazh. Kinniget oa bet gant Bob e galleg, gant gerigoù ur wech an amzer "echu tout, tadig, mont a ra ...", ha koulskoude, gant tout an dafar a oa e c'hoariva Kerne, peadra oa da iztitlañ an daou vrezhoneger a feson, Bob hag Heol, skoliataet e skolaj Diwan Kemper.

Hag an dañs ? Perak eo ret marmouzañ dansoù flamenco hag Europa ar Reter ? N'eo ket brav ur round kanet ? N'eo ket plijus diskouez a bep seurt traoù vez graet er vro-mañ ? Pegen diaes eo ijin un hent nevez evit dansoù Breizh ...

Plijus an abadenn koulskoude, nerzhus, leun a startijenn, met propr, direbech, tud yaouank o tañsal,mut, met gallout a rafe ur sevenadur bezañ bev ma ne vez ket mui komzet yezh ar vro ?

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 7 multiplié par 0 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons