Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Présentation de livre -
Diwar an Uhel
Goude bezañ savet skridoù awenet gant e veajoù a-dreuz ar bed en e dorkad danevelloù kentañ e teu an aozer en-dro d'e vro c'henidik. Lec'hiet eo an danevelloù-mañ e Menez Are hag en e drowardroioù, panevet div, unan war harzoù Kanada-USA hag unan all en India. Buhez meneziz, dezho
Par Cecilia Pierson pour Barn ha Skrid le 7/02/08 13:51

Goude bezañ savet skridoù awenet gant e veajoù a-dreuz ar bed en e dorkad danevelloù kentañ e teu an aozer en-dro d'e vro c'henidik. Lec'hiet eo an danevelloù-mañ e Menez Are hag en e drowardroioù, panevet div, unan war harzoù Kanada-USA hag unan all en India. Buhez meneziz, dezho o doare, e fin ar c'hantved diwezhañ, o vont; trabas-didrabas, gant o zammig-buhez. C'hoantoù, poanioù, stourmoù, kontet war ton ar fent hag ar mousfent. Ganet eo bet Lan Tangi e 1951 e Karanteg (Bro-Leon) ha desavet e Menez Are gant e dud-kozh. Skrivet en deus un torkad barzhonegoù Mousafir e 1997 (priz Langleiz 1998 hag Imram 2001). Ul levr danevelloù Da Goulz an Avaloù (2001), skridoù ul levr luc'hskeudennoù gant Gilles Pouliquen, Menez Are (2003). Ur pezh-c'hoari evit ar radio "Alo, alo, amañ Job" (2007), c'hoariet gant Strollad Kastell. O labourat er gevelouri Roudour, e Karaez, emañ o chom er Fouilhez.

10 euro (ouzhpennañ 2 € a vizoù-kas)

Barn ha Skrid 14 Louzaouenn-an-Hañv Rue du Muguet 22300 LANNUON 02 96 48 03 00

Voir aussi sur le même sujet : breton,brezhoneg,livre
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 9 multiplié par 7) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons