Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Vakansoù e brezhoneg
Evit ar wech kentañ, gant harp ar gevredigezh UBAPAR, eo en em vodet an holl aozerien kampoù vakañsoù brezhonek evit sevel ul levrig ma’z eo kinniget ennañ an holl greizennoù 2007 dre ar munud. Goude ar vakañsoù Pask e vo skignet hennezh er c’hlasoù divyezhek met gallout a rit lenn anezhañ « en avant première » war lec’hienn web UBAPAR.
Par Katell chantreau pour UBAPAR le 7/04/07 11:54

Bevañ a-stroll, dispakañ o ijin hag o c’horf, kaout darempredoù plijus e brezhoneg, sede ar pezh a fell deomp reiñ da vevañ d’ar vugale ha d’ar re yaouank. Ar brezhoneg eo yezh ar vuhez pemdez hag an obererezhioù en doare ma rank ar vugale gouzout trawalc’h a vrezhoneg evit gallout en em zibab aes. Setu an hañv o tont hag ar vakañsoù o tiskouez beg o fri. Er bloaz-mañ adarre e vo tu da gaout plijadur e-leizh. Bevañ gant mignoned, c’hoari, keginañ, en em zispakañ, kanañ a vouezh penn, eskemmañ, kousket e-barzh un deltenn… War ar maez pe war an aod, pep hini a gavo e lod.

Trugarez da gas ho enskrivadennoù an abretañ ar gwellañ ha d’an 20 a viz Even 2007 d’an diwezhatañ, d’hor skipailhoù buheziñ kaout amzer awalc’h da brientiñ brav kement kamp a zo.

Ur rouedad kevredigezhioù e Breizh eo UBAPAR (Unvaniezh Breizh evit buheziñ ar broioù war ar maez). Plediñ a ra gant ar buheziñ hag an diorren lec’hel. Unan eus palioù hon labour eo broudañ implij ar brezhoneg hag ar gallaoueg evit an obererezhioù dudi evit ar vugale hag an dud deuet.

(voir le site)

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 1) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons