Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
Le carousel
Cliquer sur la photo pour l'agrandir, puis flèches clavier pour naviguer (24 photos)
- Reportage photos -
«An Dreuzat’ dre zaou» 2021: Breizh war vor
Aet int kuit evit teir sizhunvezh. Eus Konk-Kerne betek enez Sant Bart'. Kaier fotoioù (18 vag)
Par J-L Le Floc\'h pour ABP le 14/05/21 20:16

Daleet eo bet ar redadeg bigi-dre-lien rak ar gwall-amzer. Lakaet o deus da ouel an triwec’h bag-dre-lien. Hag int aet kuit eus Konk-Kerne war-zu enez Sant Barthélemy.

Gwall-amzer a-raok an disparti.

Daleet rak ar gwall-amzer, ha rak-se goude ur rakredek e bae ar Forest-Fouenn (Penn-ar-Bed), ez eo aet kuit an triwec’h redermor er-maez eus porzh Konk-Kerne, unan hag unan, dirak un engroez bihan. Yenig e oa an amzer. Un tamm avel a lakae ar c’houmoul skañv o redek en oabl. Kenavo Breizh, emgav a vo a-benn teir sizhunvezh (war-dro penn-kentañ miz Even) en tu all d’ar meurvor atlantel.

Ur redadeg vrudet-tre, abaoe tost da 20 vloaz.

Savet eo bet ar redadeg-se e 1992 evit ar wech-kentañ. Ar 15vet embannadur a vo deusouti. Digas a ra outi ar re wellañ e-touez ar « skipperien » a live uhel-kenañ. Un huñvre eo, evit ar re c’hoantek pe sklouf-sklouf !

Taer e vo an emgann etre ar rederien, ganto ar memes seurt a vag-dre-lien war batrom « Figaro Bénéteau 3 » . An ampartiz, ar skiant-prennet, un tammig chañs ivez, a vo ret d’an holl ha muioc’hig c’hoazh evit ar vag ma z’aio ar maout ganti ! Rak tizh a vo a-dra-sur, hep ehann, evit tizhout « Sant Bart’ » , da lâret eo enez Sant Barthelemy, dindan an heol an trec’h!

Bigi-dre-lien a z’a buan-tre !

Savet eo ar vigi-se gant eskell-vor, unan a bep tu, evit lakaat anezho da « zibradan » , ha « nijal » a-us d’ar mor, kerkent ha ma vo an avel greñv a-walc’h. Ar pezh n’e vo ket pell da c’hortoz anezhañ, pa weller ar meteo e Breizh koulz hag hini raktreset.

Ha posubl e vo treuzkas ar meurvor dindan an amzer wellañ : 18 devezh, 11 eurvez ha 48 vunutenn? E 2018 e oa bet savet an taol-kêr-se ! Ne vern ! Evit an holl, sklaer eo e vo brav ar Redadeg-se. Penn-da-benn!

Skipailh a zaou zen !

Un dra all, pouezus-kenañ: daou zen zo e-bourzh bep vag. Setu perak ez eo anvet ar redadeg-se : « La Transat’ en double » e galleg, da lâret eo « ar redadeg dreuzatlantek dre zaou zen » , pe «an Dreuzat’ dre zaou» lakomp. Dav e vo da bep hini bezañ en e vleud gant e gamalad. En em glevout mat a zo ret. Un alc’hwez eo, pep hini o vezañ skipper pe kenskipper, ne vern !

Paotred ha merc’hed.

Un dra all ivez. Digor eo ar Redadeg d’an holl, paotr pe blac’h. Diwar 36 den, e vez menneget teir blac’h. Koulskoude n’eus skipailh a zaou verc’h ebet. Da lâret eo : ur paotr hag ur plac’h pa vez unan anezhe. Daoust hag ez eo ken pouezhus an nerzh evit c’hoari gant ar funnoù pe kempenn ar goueliadur, pe daoust hag ez eo diaesoc’h c’hoazh kaout arc’hant digant embregerezhioù evit ur plac’h ? Me, ne ouian ket.

Bretoned e-leizh.

Anavezet eo aochoù atlantel su-Breizh, etre Gwened ha Porzh-ar-Forest, evel ar « Sailing Valley » (war batrom ar « Silicon Valley » e bro Galifornia, d’am meno). Gwened, An Oriant, Konk-Kerne, Port-La Forêt (Port-LaF’ evel ma vez lâret, berrig-berr, gant tud ar vor !), setu kreizig-kreiz bed ar gevezadeg dre ouel e Breizh, hag e bro C’hall, hag en Europa memes….pa lavaran mat.

Kalzig a embregerezhioù zo amañ. Kalz-kalz a skiant-prennet. Ha n’on ket hep ankounac’haat bro-Vende, war ar poent-se.

Ma seller ouzh roll ar voraerien e c’heller mennegiñ ez eus kalz a Vretoned e-touez ar rederien. Sellit kentoc’h :

Diwar ur sammad a 36 den, gwellit deus pelec’h e teuont:

. Morbihan 13

. Penn-ar-Bed 9 (pevar anezhe o vevañ e Konk-Kerne)

. Liger-Atlantel 3

. Ill-ha-Gwilun 2

27 den evit Breizh a-bezh ! Da lâret eo, 75% eus an holl dud a zo Bretoned pe a teu deus Breizh !

Ouzh ar c’hourc’h hag ar ouel : brud evit lakaat war well anvoioù an embregerezhioù

N’emañ ket ar vudjed evit bigi seurt-se ken pounner hag hini evit ar « Vendee Globe » da skwer. Setu perak e teu da vezañ posubl d’ar skipperien, a zo ret dezhe rastellat arc’hant, sachañ embregerezhioù rannvroel, ma n’eo ket kevredigezhioù a-wechoù… Sellit pizh ouzh ar fotoioù hag e wellit embregerezhioù eus ar vro. Un doare da lakaat war well an añv a Vreizh e kreizig meurvor atlantel! Setu roll ar vigi (diwar LeTélégramme, kaier ispisial er gazetenn):

. Breizh Cola

. Bretagne CMB - Performance (Kengredit Breizh, ti-bank rannvroel)

. Devenir (Apprentis d’Auteuil) (Kevredigezh a ra war-dro ar grennarded emzivad)

. Bretagne CMB - Océane (Kengredit Breizh, ti-bank rannvroel)

. Cybele Vacances – Team play to B

. Erisma – groupe Sodes - Fondation Tara Ocean (Framm a ra war-dro an endro)

. Gardons la vue

. Guyot environnement – Ruban rose

. Kriss Laure

. Mon Atout Energie.fr

. Groupe Gilbert

. Interaction

. L’Egoïste La cantina St Barth (iskis, n’eo ket ‘ta !)

. Queguiner – Innoveo (Keginer e doare brezhonek)

. Région Normandie

. Skipper Macif (gwelout tachennad sevel bigi-redek "Concept Mer" dindan ren François Gabart, staliet e Konk-Kerne)

. RLC Sailing

. Teamwork

Kalzig a anvioù ne vezont ket anavezet, tamm ebet. Reou all a zo anavezet mat, pe mat a-walc’h dija, ha n’eus ket ezhomm a embregerezhioù etrevroadel divent…evit mont e-barzh ar jeu!

Evito e vo teir sizhunvezh hep kurunennvirus, hep feulsterioù hon bed a zañjer all ! Evidomp-ni e chomo imachoù brav!

Chañs vat dezhe holl. Ma vo brav an avantur-vor evito !

Evit gouzout hirroc’h :

. ofisiel lec’hienn ofisiel transatendouble.bzh

. kazetenn An Delegram

Gerioù :

. askell-vor (liesterioù : eskell-vor pe divaskell-vor) foil(s)

. «an Dreuzat’ dre zaou» (evit « ar redadeg dreuzatlantek dre zaou zen » ) « La Transat’ en double »

notenn: kinniget ez eo diganin ar gerioù-se. Laouen e vefen degemer alioù lennerien zo a fellfe dezho lâred tra pe dra diwar-benn-se.

Voir aussi sur le même sujet : Concarneau, Finistère, voile, Transat, redadeg
"Brav eo skrivañ, diaesoc'h eo lenn" ! "An daoulagad eo a zo ar gwellañ benveg-poltriji, rak dre ur sell eo e c'heller diskoachañ an imachoù tro-war-dro"! Paotr bet klevet gantañ ar yezh e-pad e vugaleaj. Bet o labourat war zachennad stlennegel. Skrivet gantañ pennadoù e galleg hag e brezhoneg. Bremañ o vevañ e bro-gKerne.
[ Gwelout pennadoù all gant J-L Le Floc\'h]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 8 multiplié par 0) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons