Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Emgann an Alre (29 a viz Gwengolo 1364)
Emgann an Alre (29 a viz Gwengolo 1364)
- Agenda -
Kafedi Istor - Brezel Hêrezh Breizh hag e heuliadoù betek marv Yann IV (1341-1399)
Kafedi Istor : \"Brezel Hêrezh Breizh hag e heuliadoù betek marv Yann IV (1341-1399)\" (lusket gant Rafael Urien) D’ar Sadorn 10 a viz Meurzh 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER
Par Rafael Urien pour Kevredigezh Vrezhon le 1/03/18 16:12

Kafedi Istor : "Brezel Hêrezh Breizh hag e heuliadoù betek marv Yann IV (1341-1399)" (lusket gant Rafael Urien)

D’ar Sadorn 10 a viz Meurzh 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

Goude marv Yann III e 1341 e teu dizemglev evit e hêrezh etre e nizez Janed Pentevr hag e hanter-vreur Yann Moñforzh, unan luziet ken ez eo : tra m’eo skoret Janed -hag hi oc’h embann he savboent e anv gwir ar merc’hed da dreuzkas ha sammañ an tron dugel, gant ar roue kapetat a zo diazezet e hini war divarregezh ar merc’hed d’en ober, ez eo Yann Moñforzh, diouzh e du, hag eñ oc’h embann ne c’hall ket ar merc’hed en ober, skoret gant ar roue saoz Edouarzh III a embann bezañ roue Frañs dre wirioù e vamm ! Evel-se e krogas Brezel Hêrezh Breizh, ur stourm war an dro dibar ha liammet ouzh Brezel Kant Vloaz.

Ar brezel-se, gwadek, distrujus ha rivinus ken ez eo, a echuas goude marv Charlez Blois, gwaz Janned Pentevr, e 1364 : gant feur-emglev Gwenrann 1365 e voe anavezet Yann IV, mab Yann Moñforzh, evel dug Breizh gant an holl. Met merzet e voe gant meur a hini evel penn un tuad kentoc’h eget evel un dug, ha rendaelet e voe e reizhwirielezh hag e geneilded ouzh Bro-Saoz betek e varv e 1399.

Voir aussi :
Mennet eo ar Gevredigezh vrezhon da grouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt : displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…), c’hoariva, festoù-noz, mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi… Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh ha Breizh hag ar broioù keltiek all Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal “Kevredigezh Vrezhon“…Mard oc’h deuriet gant hon embregadenn e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho kornvro
[ Gwelout pennadoù all Kevredigezh Vrezhon]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 4) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons