Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
An agreg : ar wech kentañ e istor ar brezhoneg !
An agreg : ar wech kentañ e istor ar brezhoneg !
Campus Mazier, Sant Brieg, e lec'h vo graet ar stummadur
Campus Mazier, Sant Brieg, e lec'h vo graet ar stummadur
- Communiqué de presse -
An agregadur e brezhoneg : un hunvre deuet da wir
A-raok an 12 a viz Here e vo ret deoc'h lakaat hoc'h anv, evit ar c'hentañ agregadur istor ar brezhoneg
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 29/09/17 16:51

A-raok an 12 a viz Here e vo ret deoc'h lakaat hoc'h anv, evit ar c'hentañ agregadur istor ar brezhoneg.

Ensavet ez eus bet un agregadur evit « yezhoù Frañs » d’ar 15 a viz Meurzh 2017.Talvezout a ra evit seizh yezh : brezhoneg, euskareg, katalaneg, korseg, kreoleg, okitaneg ha tahisianeg, ha digoret postoù diouzhtu ar bloaz-mañ (den ebet ne oar pegement, dre ma vez pevar evit ar c'hapes, kredapl bras e vor ur post hepken) e brezhoneg, korseg hag okitaned.

Kavet e vez ar program en linenn war lec'hienn ministerezh an Deskadurezh, war al lec'hienn "Devenir enseignant".

C'hwec'h amprouenn a zo, teir degemeradusted, dre skrid hag a vo dalc'het e miz Meurzh. Teir amprouennn degemer, dre gomz, hag a zlefe bezañ dalc'het e miz Mezheven, hervez Ronan ar C'hoadig, e karg eus ar c'honkour.

Ur skrid-displeg hag a vo da sevel e galleg dindan seizh eurvezh. « La Révolution française et les langues de France » zo bet lakaet da brogramm an amprouenn-se.

A-hend-all ’vo un destenn lennegel da zisplegañ e brezhoneg, dindan seizh eurvezh ivez. Peder oberenn zo bet lakaet war ar roll : "Trois poèmes en moyen-breton", "Kammdro an Ankoù", "Itron Varia Garmez" hag "Un dornad plu".

Hag evit echuiñ ’vo div destenn da dreiñ dindan c’hwec’h eurvezh : unan eus ar brezhoneg d’ar galleg ; eben eus ar galleg d’ar brezhoneg. Aze n’eus tamm programm ebet.

Dre gomz e vo ur gentel da brientiñ dindan pemp eurvezh, un displegadur yezhoniel hag un displegadur lennegel. Daou dem zo bet lakaet er programm : « barzhoniezh e brezhoneg ar bloavezhioù 1970 » hag « ar brezhoneg er skol eus an Trede Republik d’al lezenn Deixonne ». N'ues ket a eil danvez.

Ha pa vez goulennet digant Ronan ar C'hoadig perak tremen an Agreg, setu ar pezh a vez respontet gantañ :

"Da zigentañ peogwir eo ur genstrivadeg a zegas lorc’h d’hor yezh. Start ’oa bet gounit ar C’hapes, startoc’h c’hoazh ur genstrivadeg evit ar skolaerien divyezhek, ha c’hoazh n’int ket peurvat. Ho pet soñj eus ar pezh a skrive an akademiad Jean Dutourd e 1985 :  

Monsieur Lang ayant créé un Capes de patois breton, pourquoi ne pas créer un Capes de mendicité ? Il y a une culture à préserver, comme on dit de nos jours. 

Ranket zo bet gortoz tregont vloaz evit kaout an agregadur, ur genstrivadeg arouezius eus dreistelezh ar studioù e Frañs… Un druez ’vefe ne vefe ket ur bern tud o lakaat o anv evit klask tapout anezhañ. Bastañ a ra d’un ezhomm, ouzhpenn-se."

Hag ar stummadur ?

E Sant Brieg e vo digoret ur stummadur d'an agregadur, ha skol veur Brest o reiñ dorn dezhe (112 eurvezh stummadur, strollet d'ar merc'her evit ma c'hellfe ar studierien heuliañ an eurvezhioù kelenn). Digoret e vo ar stummadur-se a-benn nebeut. Ar re a fell dezhe lakaat o anv a c’hell kas keloù da sekretourva Kevrenn geltiek Roazhon 2 : annie.mordelet [at] univ-rennes2.fr pe thomas.nouvion [at] univ-rennes2.fr (pe dre bellgomz, d’an niverenn 02 99 14 17 02)..

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 3) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons