Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
teiz-noaloù
teiz-noaloù
- Communiqué de presse -
Kentañ gwech e Breizh: dilezel a ra kumun nevez Teiz-Noaloù (Mor-Bihan) ar brezhoneg. 8 santim ar bloaz: re ger eo toare!
Gwall sebezet omp bet p’hon eus desket en doa dibabet kumun nevez Teiz-Noaloù freuzañ ar garta "Ya d’ar brezhoneg". Savet eo bet kumun nevez Teiz-Noaloù d'ar 1añ a viz Genver
Par Collectif pour Ai'ta ! Bro Gwened le 1/03/16 1:24

Gwall sebezet omp bet p’hon eus desket en doa dibabet kumun nevez Teiz-Noaloù freuzañ ar garta “Ya d’ar brezhoneg”. Savet eo bet kumun nevez Teiz-Noaloù d'ar 1añ a viz Genver 2016 adalek kumunioù Teiz ha Noaloù. 7660 annezad a zo e Teiz-Noaloù. Ar wech kentañ eo e c'hoarvezfe kemend-all e Breizh!

Endalc’het en doa kuzul-kêr Teiz e 2010 da vrudañ implij ar brezhoneg er vuhez foran, en ur gumun lec’h ma vez desket ar yezh gant ouzhpenn 200 bugel eus ar skol-vamm d’ar skolaj (skol publik Marie Curie, skol prevez Santez-Sesil ha skolaj Kernitron ar Wenn. Treiñ kein d’an difrae-se a dalvez neuze paouez da reiñ an tu da bugale ar gumun da implij ar yezh a zeskont er skol, en o buhez pemdeziek.

Kenderc’hel da ginnig servijoù a galite da annezidi Teiz ha Noaloù e oa an arguzenn evit kendeuzidigezh an div gumun. Unan eus divizoù kentañ ar gumun nevez a zo bet paouez kinnig servijoù publik e brezhoneg koulskoude, padal eo dister-tre ar c’houst evit tizhout live gentañ ar garta “Ya d’ar brezhoneg” da skouer.

Unan eus an arguzennoù a zo bet roet deomp gant an ti-kêr a zo «e koustfe re ger ar garta evit re nebeut a droidigezhioù goulennet gant an ti-kêr»: 600 € ar bloaz, da lavaret eo 8 santim dre annezad!!! Laouen-tre e vo moarvat annezidi Teiz-Noaloù da c'houzout pegen tomm eo kalonoù dilennidi ar gumun d'ar brezhoneg!!! Lavaret e oa bet ivez gant Yves Questel, kerkent ma oa bet dilennet maer kumun Teiz-Noaloù e miz Genver, « ne vefe ket [e] sturfollenn sammad ar politikerezhioù kaset da benn e Teiz hag e Noaloù abaoe 2008 met kenstrollad ha kenlodennerezh ar politikerezhioù-se».

Da heul skoilhadur ar c’hinnigoù lezenn evit ar yezhoù minorelaet e parlamant Frañs (d'ar 14 a viz Genver tremenet er breujoù ha d'an 28 a viz Here 2015 er sened, evit kadarnaat karta Europa ar yezhoù) eo anat eo ar strollegezhioù lec’hel dreist-holl a c’hell reiñ un dazont d’ar yezhoù-se. Ur bern doareoù d’ober a zo gant ar c’humunioù hag ar c’humuniezhoù-kumunioù pe kêrioù evit diorren ar brezhoneg.

Dilezel ar garta “Ya d’ar brezhoneg”, ar pezh n'eo ket c'hoarvezet e Breizh betek hen c'hoazh, a dalvez kemer perzh e steuziadur ar brezhoneg. Rebech a reomp da zilennidi Teiz-Noaloù an dilez-se ha goulenn a reomp diganto donet war o zu en-dro ha lakaat e-plas ur gwir politikerezh yezh youlek evit ar brezhoneg (nullañ an diviz bet kemeret ha sinañ gant ofis publik ar brezhoneg ar pal da dizhout live 3 ar garta, envel un dilennad e-karg eus ar garta hag ur c'hargad e-karg d'e heuliañ ha da c'houlenn ...muioc'h a droidigezhioù!)

Gervel a reomp ar gumun nevez da vont e darempred gant kêr Pleskob (5 300 annezad ha bet labelaet live 3 ar garta ganti) hag he deus kaset un aodit da benn e 2014 e-keñver an dispignoù. Bilañs: 1 078 € ar bloaz, da lavaret eo 0,023 % eus an dispignoù mont-en-dro! 20 santim dre annezad !

Pediñ a reomp ivez holl annezidi Teiz-Noaloù da lavaret o kounnar d'o zilennidi goude ur pezh diviz bet kemeret dre guzh ouzhpenn-se (divizadeg ebet gant ar c'huzul-kêr).

Pgz kêr Teiz-Noaloù : 02 97 43 01 10

Pelleier : 02 97 43 21 11

Postel : mairie [at] theix-noyalo.fr

pas de code
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 1) ?

ABP

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons