Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Yezh ha sevenadur Breizh: galv d'ar barlamantourien
En noz eus ar yaou 14 d’ar gwener 15 a viz Genver he deus nac’het ar Vodadenn vroadel ar c’hinnig lezenn war ar yezhoù rannvroel a oa bet disklêriet c’hwec’h
Par Dominique Jacq pour Diwan le 25/01/16 17:33

En noz eus ar yaou 14 d’ar gwener 15 a viz Genver he deus nac’het ar Vodadenn vroadel ar c’hinnig lezenn war ar yezhoù rannvroel a oa bet disklêriet c’hwec’h sizhun kentoc’h gant Paol Molac e anv ar strollad ekologel.

Dre atiz Diwan ha Stumdi ez eo galvet gant 60 framm sokio-sevenadurel eus Breizh an holl barlamantourien eus Breizh – forzh pehini a vefe o strollad politikel – a-benn ma kavint an tu da c’hounit ul lezenn evit ar yezhoù hag ar sevenadurioù rannvroel, ac’hann da zilennadeg ar gannaded.

Ul lizher zo bet kaset d’an 25 a viz Genver 2016. An holl sinerien o deus bet c’hoant da reiñ anezhañ da anaout a-wel d’an holl :

Itronezed, Aotrounez parlamantourien Vreizh,

E c’houzout a rit ervat : e penn kentañ ar c’hentañ kantved warn-ugent-mañ e c’hoari hec’h amzer da zont chadenn vresk ar yezhoù hag ar sevenadurioù rannvroel. War an dachenn e tougomp ni, engouestlet e kevredigezhioù, ar youl treuzkas hor yezhoù abaoe degadoù a vloavezhioù.

Kement-mañ a ouezit ivez : daoust ma oa bet kemmet ar Vonreizh e 2008, ar framm lezennel gall n’eo ket bet gouest james da dalañ ouzh dalc’hoù treuzkas ar yezhoù rannvroel.

Abalamour da gement-se e oa bet graet gant lod ac’hanoc’h meur a ginnig lezenn-framm war ar yezhoù hag ar sevenadurioù rannvroel e 2010.

Abalamour da gement-se e oac’h bet niverusoc’h c’hoazh o votiñ, e miz Genver 2014, evit ar raktres lezenn vonreizhel evit kadarnaat ar Garta europat evit ar yezhoù rannvro pe bihanniver.

Abalamour da gement-se ez eus bet douget ur raktres lezenn berr war ar yezhoù gant unan ac’hanoc’h, da vezañ studiet er Vodadenn Vroadel, e miz Genver 2016.

Hini ebet eus ar c’hinnigoù-se n’eo aet betek penn.

Gouzout a ouzomp ez eo d’ar Vretoned sammañ ar garg da reiñ o yezhoù hag o sevenadur d’ar rummadoù nevez. Hol lod a reomp. Deoc’h, dilennidi Breizh, d’ober ho hini ivez.

17 miz e pad ho resped c’hoazh. Goulenn a reomp diganeoc’h mont dreist soñjoù disheñvel ho strolladoù politikel. Amzer a-walc’h zo evit ma vo studiet ha votet ur wir lezenn-framm gant izili ar Parlamant, diouzh spered testennoù miz Kerzu 2010.

Komzoù a-walc’h hon eus klevet. Oberoù a c’hortozomp diganeoc’h.

Diwan, Stumdi, Kevre Breizh, Div Yezh, Dihun, Sonerion, Kendalc’h, War ’l Leur, Bodadeg ar gouren - Fédération de gouren, Confédération FALSAB, UBAPAR, Gouelioù Breizh, An Oaled, Skol Uhel ar Vro, Association des Enseignants de Gallo, Poellgor an Tarv, Divskouarn, Dastum, Breizh Unvan - Bretagne Réunie, Kanomp Breizh, Ar Falz / Skol Vreizh, Kentelioù an noz, Ti ar vro Bro Dreger, Sked, Tud bro Konk, Kelennerien war ar brezhoneg e rannvro Pariz (KBP-APLB), Ar Redadeg, Skol an Emsav, Keit vimp bev, Emglev bro an Oriant, C'hoariva, Kuzul ar brezhoneg, Rann ar brezhoneg e Skol-Veur Roazhon 2 - Département de breton de l’Université de Rennes 2, Kerne - Leon - Treger - Bro Montroulez, Spered Kewenn, Kerlenn Sten Kidna, Ti ar vro Bro Leon, Ti ar vro Bro Sant-Brieg, Mervent, Emglev bro Gwened, Deskiñ d’an Oadourien, Ti ar Vro Landerne Daoulaz, Ti ar vro Bro Kemperle, Brudañ ha skignañ, Paris Breton, Bannoù Heol, Ti Douar Alre, Géographes de Bretagne, Mission bretonne Ti ar Vretoned, Agence culturelle bretonne de Loire Atlantique, Skeudenn Bro Roazhon, Kreizenn sevenadurel Lannuon, Studi ha Dudi, Ti ar Vro Kemper, Daoulagad Breizh, Kelenn, KEAV, Gouel ar Filmoù, Douarnenez, Emglev Bro Douarnenez

Voir aussi :
logo
Skolioù Diwan.
[ Gwelout pennadoù all Diwan]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 6) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons