Kemerit pemzek bugel, dek den deuet. Lakait Jakez ha Bleuenn war al leurenn, adlavarit, kanit, c'hoarzhit...
Un arzour hag un desaver eo Jakez. Kantadoù a skolajidi Diwan Ar Releg pe Wiseni, pe c'hoazh Treglonou, pa oa staliet ar skolaj du-hont, a lavaro deoc'h : "Jakez, n'eo ket forzh piv". Gouest da zeskiñ ar matematikoù pe ar c'hemmadurioù dre ar c'han pe ar c'hoariva, d'ober ar furlukin war blankennoù c'hoariva ar Vro Bagan... savet en doa ar c'helenner ur sapre skipailh tud yaouank ampart e c'hoariva, sonerezh, ... ha matematikoù.
Diwallit tudoù, emañ war al leve ar c'helenner bremañ, ha dont a raio en dro ar furlukin, barzh, kaner, soner da varvailhat e pep lec'h e Breizh gant kanaouennoù tener evel "Koumoul du", stourm evel "tudoù pinvidik ha tud paour", fentus evel hini logodenn an urzhiataer...