Setu kemenadenn Diwan Landerne :
Dre ma ne oa nemet 6 bugel er c'hlas e skol Diwan Pariz d'ar gwener 18 a viz Gwengolo eo bet divizet gant ar rouedad Diwan serriñ post skolaer diwezhañ ar skol-mañ.
« Serret eo da heul an diviz oa bet kemeret en emvod kuzul merañ d'ar 5 a viz Gwengolo » a zispleg Stéphanie Stoll, prezidantez Diwan. « war-fed ar bedagogiezh ha mont-en-dro ar gevredigezh n'eus ket trawalc'h a vugale siwazh evit ma yay en-dro ar skol. »
Evit ur post skolaer emañ ret kaout 14 bugel padal oa bet merzet gant izili ar c'huzul merañ ne oa nemet 3 bugel war al lec'h e devezh an distro-skol. Neuze oa bet kinniget ganto « gortoz betek an 18 a viz Gwengolo evit gouzout an niver a vugale ha divizout derc'hel en un doare dreist-ordinal ar post ma vez 10 bugel d'an devezh-se pe kas ar post-se da Vreizh ma ne vez ket tizhet an niver-mañ. »
E miz Gwengolo 2004 oa bet digoret skol Diwan Pariz gant 13 skoliad. E 2006 oa bet dilojet ar skol en ul lec'h brasoc'h ha feurmet da di-kêr Pariz. Kevrataet oa bet gant an Deskadurezh Stad e 2009 ha kresket e oa an niver a vugale betek 2012 gant 53 bugel. Ur bloaz goude ne oa nemet 27 skoliad enskrivet, 11 e Gwengolo 2014 ha 3 e distro-skol 2015.
Ouzhpenn diaesterioù lec'hel eo ar bellded a lak diaes kavout skolaerien evit post Pariz. Brasaet eo an diaester-se dre ma z'eo diaes tuta en holl vicherioù kelenn ha gant an diouer a gelennerien divyezhek e Diwan hag er c'hlasoù divyezhek a barelezh eurioù ivez.
« Un taol fall eo serradur post Pariz evit ar rouedad Diwan hag evit bretoned Pariz » eme Stéphanie Stoll. Degas a ra da soñj deomp ez eo a drugarez da youl dispar tud ar vugale war an dachenn e c'heller skoliata tost da 4100 skoliad. « Ganto ez a en-dro hor skolioù, skolajoù ha lise. Reizh eo laoskel kement a labour war chouk ar familhoù gant ar galloudoù publik ? Poent eo cheñch an traoù ! Ma vez tud warc'hoazh prest da sevel en-dro ar skol e sikourimp anezho. Skoazell oberiant ar galloudoù publik a vo ret neuze ! »