- Communiqué de presse -
Strollad Lleuwen Steffan : merc'hed an tan
Gant Manon, he c'hoar, Aimée un Iwerzhonadez a son bodhran, ha Visant ar soner gourvioloñs, setu Lleuwen o kenderc'hel gant he hent Goude Pevarlamm, setu Lleuwen e Palais des Congrès. Ur
Par Fanny Chauffin pour FC le 15/08/15 0:36
:

Gant Manon, he c'hoar, Aimée un Iwerzhonadez a son bodhran, ha Visant ar soner gourvioloñs, setu Lleuwen o kenderc'hel gant he hent

Goude Pevarlamm, setu Lleuwen e Palais des Congrès. Ur strollad nevez a zo ganti, seniñ a ra an tamboulinerez abaoe nebeut amzer ganto. Tonioù ha kanaouennoù nevez a zo bet fardet gant ar ganerez, e kembraeg pe e brezhoneg evel "Kartennoù post". Ma vefe bet ar sono un tamm gwelloc'h e vefe bet plijusoc'h c'hoazh ! Solo Manon gant ur ganaouenn hengounel war ur ranig, pe hini Lleuwen e fin tout, hec'h-unan war al leurenn a oa souezhus-bras. Mouezh ar ganerez a zo dibar, gant ur stil dezhi etre rock'n roll, pop ha folk, he stil dezhi benn ar fin...

Voir aussi sur le même sujet : stourm, krouidigezh, kan da selaou, FIL