Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Harz-debriñ prezidant Dihun : sav-boent Kerlenn Sten Kidna An Alré
"Penaos e vehe da gKerlenn Sten Kidna an Alre - «Komsomp Asampl » chom diseblant dirak ar pezh emañ Yannig Baron, prezidant ar gevredigezh Dihun, ec’h ober evit ma vo taolet muioc’h a evezh get kelenn ar brezhoneg en Deskadurezh Katolik e Breizh ? N’int ket stank hiriv
Par Christian Le Meut pour Sten Kidna an-Alre le 5/05/06 17:06

"Penaos e vehe da gKerlenn Sten Kidna an Alre - «Komsomp Asampl » chom diseblant dirak ar pezh emañ Yannig Baron, prezidant ar gevredigezh Dihun, ec’h ober evit ma vo taolet muioc’h a evezh get kelenn ar brezhoneg en Deskadurezh Katolik e Breizh ? N’int ket stank hiriv an deiz e Breizh ar re a gredahe nac’hiñ groñs talvoudegezh ar brezhoneg ; ha lâret e c’houlenner bremañ a-unvouezh – pe dost atav – er gwelet é veviñ pell c’hoazh ned eo ket gaou kennebeut.

A-berzh hor pennoù, a-berzh ar re emañ ar galloudoù etre o daouarn eh omp akourset ivez da glevet c’hoantoù kaer bannet en avel, gerioù karadek ha flour, digarezioù abalamour d’ar galloud a garahent kaout hag a zioveront. Ag o ferzh, eh omp neoazh ken engortoz a daoloù evit a gomzoù, engortoz ma vint gwelet é sammiñ dever o c’harg : ober dibaboù spis, lakaat goude o holl albac’henn evit gounit an disoc’h a gouch get c’hoantoù o c’henvroiz. Kement-se eo a vo barnet get ar rummadoù da zonet ; a gement-se eo e vo dalc’het kont get an istor.

Da betra e servijahe labour pemdeziek kevredigezhioù evel hon hini – derc’hel bev ha lediñ ar brezhoneg er vuhez pemdeziek, sikour miliadoù a dud deuet en o c’hoant da vestroniiñ ar yezh – ma chom ar skol hep sammiñ he lodenn ag an dever a zegouezh dezhi-hi : Sikour treuzkas ar yezh d’ar re yaouank ?

Evit ma yay àr-raok kelenn ar brezhoneg, ma vo savet hentennoù divyezhek kreñv hag efedus hag evit ma vo mui-oc’h-mui a dud é klask lakaat o bugale enne e ranker kontiñ àr un aozadur é labourat a-du ; da vihanañ é reiñ an tu da vout skolaet mat hag aes en hentenn boulc’het ag ar skol-vamm betek ar skol-veur.

Setu perak e vennomp en em ziskouez dirak an holl ha sevel a-du get mennad DIHUN da vreutaat evit ma vo kemeret divizoù splann da sonnaat ar c’helenn àr ar pad.

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 2 multiplié par 3) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons