Bugale skol Diwan Kemperle, maouezed kozh Molan, ur c'honter yaouank desket ar brezhoneg gantañ nevez'zo...
O selaou aketus ar gonterien o kontañ marvailhoù e MLC Molan e oa un dregont a dud. Er juri, Gi Penseg ha Maurice Poulmarc'h. Hag un eurvezh istorioù a bep seurt : ar vuoc'h kouezhet b'ar poull gant Huguette, revrig ur plac'hig fouetet gant linad evit Patricia, kontadenn Jude le Paboul gant ar vugale... Ha war lerc'h, a-raok ar merenn-vihan aozet gant Marie-Thérèse ha Peggy, oa bet un abadenn vihan gant Anne-Marie Colomer, konterez, farserez ha kanerez tonioù dastumet ganti ba Molan ha Kloar.
Bez vo pevar anezho a yelo da Bondi. Amzer vo neuze dezho da beurlipat o istorioù evit kontañ anezho en dro e kerbenn Kan ar bobl.
1- Suzanne Bajul
2- Patricia
3- Samuel Allo
Priz kentan ar vugale : Aelwyn, Lola ha Gaidig